He boked diwezhañ
113 👁 0 ★
O c’houzout n’he doa ket da vevañ pell amzer,
Un devezh eus ebrel, va mignonez ken ker,
Gant ur vouezh izelik, a gomzas evel-henn :
« Mignon, gwel pegement an heol a zo laouen,
Ur wech c’hoazh me ’garfe mont a-dreuz ar maezioù,
Evit gallout gwelloc’h sellet ouzh an Neñvoù ;
Heol an nevez-amzer da’m c’halon zo ken c’hwek ! »
Hag hep diviz muioc’h, hi, da ouelañ dourek.
Mont a rajemp en hent, ha ni da gemeret
Ar wenodenn guzhet he deus atav karet,
Rak an nevez-amzer ’oa leun a vokedoù,
Leun a freskadurezh hag a ganaouennoù.
Kement tra ’oa chomet heñvel ouzh warlene,
Heñvel al letonenn, heñvel ar gwez er c’hae.
Mont a raemp goustadik, rak kazi bep kammed,
Gant ur sell hir ha lemm, ez ehane bepred
Dirak kement bodenn, dirak kement gwezenn ;
Met evel pa vije deuet kerkent en he fenn
Ur soñjezon bennak hag a oa gwall grevus,
Evit klask he dalc’her* gwelloc’h ouzhin e-kuzh,
E lavaras : [derc’hel]
« Pignomp un nebeud er menez
Eus al lec’h ma welimp, gant laouenidigezh,
Ar gwenodennoù sioul hon eus darempredet,
El lec’h m’hon eus touet atav d’en em garet,
Evit ma welimp c’hoazh, ken skedus ha ken koant,
Stêr klemmus an draonienn o lintrañ ’vel arc’hant. »
O ! nag he divije karet, ar baourez klañv,
Kaout neuze divaskell, ’vel ar gwennili skañv,
’Vit gwelet, en un taol, an holl vaezioù-se c’hoazh
Pere, d’an deiz war-lerc’h, ne welfe mui siwazh !
O ! nag he divije karet en defe Doue
Roet ugent vloaz hirder, eviti, d’an deiz-se !
Met an devezhioù kaer a zo re verr atav,
An heol a ziskenne, poent ’oa dont en distro ;
He c’halon rannet holl, beuzet en he daeroù,
E lavaras neuze kenavo d’ar maezioù.
Biskoazh, e-pad va buhez, n’em eus bet em c’halon
Kement a nec’hamant, kement e teue din aon
Da soñjal er gwalleur a oa, ’vel ur c’hleze,
A-istribilh en aer, dreistomp, er mare-se,
A-hed ar wenodenn e teujemp war hor c’hiz ;
Neuze me ’zastumas, e-touez ar geot livrizh,
Bokedoù gwenn an hañv pere war siminal
He c’hamprig a werc’hez a lugerne gwechall,
Bokedoù gwenn pere ’lugerno war he bez,
Bep bloaz da viz ebrel, e-pad ma vin e buhez.
Na kaerañ bokedoù ! kann en he dornig gwenn !
Met lenn a reas enno, moarvat, he flanedenn,
Ur pok a roas dezho, ’vel pa zlefent bezañ,
Eus a-berzh he mignon, ar boked diwezhañ !
Ur podig koant, gant dour, o dalc’has pell amzer
En he c’hampr, gwenn ha fresk, ken livrizh ha ken kaer,
Betek ar mare kriz ma rankas o mestrez
Kimiadañ diouzh an douar ’vit palez an Aelez.
Neuze pa n’o doa mui dorn ebet d’o c’hempenn,
E teujent, truezus holl, da blegañ sioul o fenn,
Hag evel o mestrez, ar bokedoù, d’o zro,
A gouezhas, gweñvet holl gant alan ar marv.
Pep tra zo tremenet : bokedoù, mignonez !
Abaoe, war an douar e vevan en enkrez ;
Met chom a ra ganin ur mignon mat, ar feiz,
Pehini ’ro fiziañs din d’he gwelet un deiz.

Tu lis un texte qui a été écrit en breton, alors n’oublie pas que la littérature bretonne est comme toutes les autres : elle a son propre génie et son propre goût.
Ceux-ci peuvent être très différents de ceux (français, anglais…) dont tu as été imprégné à l’école. La littérature bretonne doit-elle être tenue en piètre estime pour cette raison ?
Aussi, rappelle-toi combien il peut être vain de comparer une littérature à une autre. Prends les textes comme ils sont, bonne lecture, et profites-en bien !
Une idée ? N’hésite PAS à me contacter, quelle qu’elle soit. Bien que je ne sois pas wonderwoman (et qui sait après tout ?), tu pourrais être surpris.e.
Les textes ci-dessus sont tous dans le domaine public selon la loi française (70 ans à compter de la mort de l’auteur), mais fais attention car d’autres lois peuvent étendre le délai de protection.
Sens-toi libre d’utiliser les textes pour quelque fin que ce soit, mais mentionne ce site, s’il te plaît ! Bien sûr, je remercie tous ceux qui me rapportent les erreurs et les imprécisions qui peuvent se glisser.