An oferenn er c’hoadeg
122 👁 0 ★
d’ar 7 a Wengolo
« Quia tu es, Deus, fortitudo mea. »
(Ps. XLII, 2)
« O douster an oferennoù en ur chapel,
Ur chapelig didrouz war maezioù Breizh-Izel ! »
Maezioù Breizh-Izel a zo pell bremañ. Met ha p’en deo Doue e pep lec’h, mont a rin d’E gaout er c’hoadeg.
C’hwec’h eur da vintin. Un aoter vihan a zo bet aozet e-harz diouzh troad ur favenn. Barroù glas en-dro d’ar plank noazh, hag, e-lec’h an Tabernakl, a bep tu d’ar groaz, bleuñv al liorzh tostañ. Amañ ez on deut an enor da gofesat ; ’vit ar wech kentañ resevet em eus e ma sav ar sakramant a binijenn. Ur sakramant arall, hiriv.
Brizh an amzer ; kent pell moarvat e taolo glav. Met petra eo ar glav d’an hini ’zo deut da glask Doue ? Petra eo ar gurun, hag ar brezel hag ar bed d’an hini a ya da welet diraktañ splannder dilavaradoe an Hini lakaet e kroaz ?
C’hwec’h eur da vintin ; brizh an amzer. Kloc’h ebet n’en deus sonet da gemenniñ an oferenn-mañ, ha newazh ez eus tud war-dro d’an aoter goad. Setu : daou gant Vreizhad a ma rejimant en deus naon a vara Doue, ha deut ’int davetañ. Ul levenez eo d’ar galon o gwelet aze ken niverus. Ha ken kredus ! Ur chapeled zo en o dorn, ar chapeled karet e tiegezhioù Breizh. Ne skuizhan ket o sellet dioute : na kaer eo dremm ma fobl ha p’en deo savet trema Doue ! Ar re a fell dezhe gouzout petra zo e sol an ene breizhek n’o deus ken ’met monet d’al lidoù katolik, ’lec’h m’emañ daoulinet gwazed ha merc’hed hor parrezioù, gouloù ar bedenn war o zal. Neuze e komprenint, marse...
’Vel ma teraou ar Judica, taviñ a ra ar c’hanolioù. Peoc’h divent ar c’hoadeg en em geja gant peoc’h doueel an Oferenn, er beure kuñv a wengolo. A lein an neñv, a lein ar gwez ar peoc’h a ziskenn war an dud a vrezel. Hag en un taol o stumm a vrezelerion o deus kollet : n’en deus mui amañ ’met Kelted deut da gomz diouzh o sent, kristenion daoulinet dirak Dremm azeulet ar C’hrist.
Na pe yezh e komzint ? « Kaer e vefe, a lâren etre Doue ha me, eurediñ ar sul-mañ meurded roueel ar c’hoadeg kozh ha douster kanennoù ma bro. Reizh e vefe d’ar bobl tolpet amañ kanañ e brezhoneg pedennoù katolik... » - Amzer n’em eus ket d’ober hiroc’h soñjenn, rak setu ur beleg-kadour o vont dre ar bare, hag o reiñ da bep-unan « Levr Kantikoù Kernev ». Skrivet e oa gant Doue em befe bet, ar beure-hont, ar joaioù holl.
E deraou an holl draoù, pa ne oa c’hoazh Gourdad an Dud ’met un tamm pri e-kreiz ar pri, teir iliz-veur a savas Doue da Zoue : ar mor, ar c’hoadeg, ar menez. N’en deus neved ebet par dezhe, hag a-c’houde ma’z eus war an Douar un den, - ur boan -, eus an nevedoù-se emañ deut d’ar C’hroueour ar pedennoù kredusañ. Her gwelet em eus e-kreiz ar mor ; hen anavet em eus war vlein meur a venez : her c’hompren a ran er c’hoadeg hiriv. Youc’hal a ra an tri lec’h-mañ Anv o C’hroueour, ha tennañ a reont ur bedenn d’ar galon galetañ, ’vel ar fulenn eus ur maen-kailh. Taolenn ebet ne dalv un daolenn sinet Doue.
Setu int o pignat, hor pedennoù, hor c’hanennoù. Ken aes, ken dous ! Dont a ra an daeroù da’m daoulagad. Perak o deus choazet, ivez, ’vit he seniñ ar beure-mañ, ar ganenn a garan-me ar muiañ, « ar vravañ a ganennoù an Douar » ? « Kantik ar Baradoz », en deus kemennet ar beleg, ha ni da lezel neuze hor soñjoù da nijal gant an ton-se ken kaer, da bignat betek an iliz-veur beurbadel, biskoazh diwezhet, a chom e huñvreoù ar Gelted, hag e lakomp a-barzh, gant ar Werc’hez hag ar Sent, holl ar re karet deomp war hentoù an douar-mañ, — dindan selloù madelezhus Doue hon Tadoù, Jezuz. Sellit diouzh selloù ar bobl-mañ. Ankoueet he deus ar c’hoadeg, ar brezel hag an druegezh ; n’o deus ken soñj ’met en o Doue, a zo aze, a ya da zeval enne kent pell...
Diskenn a ra. Didrouz, goustad, an daou gant Vreizhad a dosta diouzh an Osti, a zegemer an Osti, a ya en-dro gant an Osti. Pep unan a ra ’vitañ, en eur-mañ, ne chom ket an eil da sellet diouzh egile. Pep unan en deus e oberioù da lâret d’an Tad ; pep unan ur boan bennak dezhañ e-unan da skuilhañ e kalon ar C’hariad. Newazh, ha p’en dint katolik, o fedennoù zo unanet, zo unan. Me ’wel goulennoù an dud-mañ o sevel a-us d’an arme, o pignat war-zu kador Doue ’vel un aspedenn-veur ’vit ar Vro. - Me ’wel an Aeled skañv diouzh he c’hinnigañ da sent Breizh, da sent Frañs. Me ’wel an Aotroù Doue o plegiñ e benn war hor c’hornadig-douar, hag o selaou...
Diwezhet eo an Oferenn. « Ite...» Deomp d’hol labour, kaderion... Ha fellout a ra deoc’h anavout kened an dremm denel ? Sellit dioutañ goude ur gomunion...

Tu lis un texte qui a été écrit en breton, alors n’oublie pas que la littérature bretonne est comme toutes les autres : elle a son propre génie et son propre goût.
Ceux-ci peuvent être très différents de ceux (français, anglais…) dont tu as été imprégné à l’école. La littérature bretonne doit-elle être tenue en piètre estime pour cette raison ?
Aussi, rappelle-toi combien il peut être vain de comparer une littérature à une autre. Prends les textes comme ils sont, bonne lecture, et profites-en bien !
Une idée ? N’hésite PAS à me contacter, quelle qu’elle soit. Bien que je ne sois pas wonderwoman (et qui sait après tout ?), tu pourrais être surpris.e.
Les textes ci-dessus sont tous dans le domaine public selon la loi française (70 ans à compter de la mort de l’auteur), mais fais attention car d’autres lois peuvent étendre le délai de protection.
Sens-toi libre d’utiliser les textes pour quelque fin que ce soit, mais mentionne ce site, s’il te plaît ! Bien sûr, je remercie tous ceux qui me rapportent les erreurs et les imprécisions qui peuvent se glisser.