Karter-noz er c’hleuzioù
266 👁 0 ★
« Custos, quid de nocte ? »
Is. XXI, II
An deñvalded pounner a devaas war-dro din,
War ledanded al lann liv an noz ’n em lede,
Ha me ’glevas ur vouezh war ar c’hleuz o pediñ :
O pedenn ar c’hadour pa gouezh gouloù an deiz* ! [W dé]
« Heol klañv an neñvoù goañv, setu eñ aet da guzh,
Kleier an Añjeluz en deus sonet e Breizh ;
Marv eo an oaledoù, hag ar stered a luc’h :
Lakit ur galon greñv, o ma Doue, e ma c’hreiz.
« ’N em erbediñ a ran deoc’h ha d’ho Mamm Mari,
Diwallit me, ma Doue, diouzh spontoù an noz dall,
Rak bras eo ma labour ha pounner ma ari :
Dirak talbenn ar Frañs deut eo ma zro gedal.
« Ya. Pounner an ari. War-dreñv din e choma
Al lu. Kousket a ra. Me zo lagad al lu.
Ur garg zivalav eo, her goût a rit. Ama,
Bezit ganin, ma freder a vo skañv ’vel ar pluñv.
« Me zo ar martolod da garter, ar gedour
A ya, a za, a wel holl, a glev holl. Ar Frañs
’Neus ma galvet henoazh da viriñ hec’h enor*, [W inour]
Kemennet he deus din kenderc’hel d’he droukrañs.
« Me zo ar Gedour bras en e sav war ar c’hleuz*. [W hleu]
Goût a ran petra ’on ha me ’oar petra ’ran :
Ene Kornog, he douar, he merc’hed hag he bleuñv*, [W bleu]
Holl gened ar bed eo, an noz-mañ, a viran.
« Ker e paein ar c’hlod, marse. Na petra ’vern ?
Anvioù ar re gouezhet, douar Arvor o miro :
Me zo ur sterenn splann war dal Frañs o lugern,
Me zo ar Gedour bras war-sav evit e vro.
« Kousk, o bro, kousk e peoc’h. Me ’ray karter ’vidout*. [W eidous]
Ha mard a da foeñviñ, henoazh, ar mor german,
Breudeur ’omp d’ar c’herreg a zifenn aod Breizh dous,
Kousk, o Frañs, ne vi ket soliet c’hoazh an taol-mañ.
« ’Vit bout amañ, laosket em eus ma zi, ma zud ;
Uheloc’h eo ’n dlead ’meus ’n em staget dioutañ* : [W dohtoñ]
Na mab, na breur ! Ar Gedour ’on, beunek ha mut,
War harzoù ar reter me zo ’r garreg vreton.
« ... — Newazh, lies a wech e rankan hirvoudiñ :
« Penaos emaint ? Siwazh, paour ’int, klañv marteze ! »
Ma Doue, ho pet truez diouzh an ti a zo din,
Rak n’em eus ken er bed ’met ar re ’ouel du-se...
« Bremañ, kousk, o ma bro, ’mañ ma dorn war ma c’hleze*, [W gléan]
Goût a ran ar vicher, me zo gwaz, me zo kreñv :
An tamm Frañs ’dan ma mir birviken n’o do int*... [W éañ]
Petra ’on diragoc’h, o ma Doue, ’met ur preñv ?
« — Pa sailhan dreist d’ar c’hleuz, ur vouc’hal e a dorn,
Ma faotred ’lâr marse : « A-raok, hennezh zo gour ! »
Hag e teuont* war ma lerc’h er fank, en tan, er skorn... [W tant]
Met C’hwi, C’hwi ’oar er-walc’h n’en don ’met ur pec’hour.
« C’hwi, goût er-walc’h a rit pegen gwan eo m’ene* [W inéañù],
Pegen krin ma c’halon ha truek ma c’hoantoù ;
Re lies e’m gwelit, o Tad a zo en neñv,
Oc’h heuliañ hentoù ha n’eo ket Hoc’h hentoù.
« Rak-se, pa strew an noz he lorc’hoù dre ar glen*, [pe douar]
E greier ar c’hleuzioù pa gouska ma breudeur*, [W breudér]
Ho pet truez diouzhin, selaouit ma goulenn,
Deu’t, hag an noz a vo ’vidon leun a splannder.
Diouzh ma fec’hedoù kozh, ma Doue, ma diwallit ;
Poazhit-me, poazhit-me e tan Ho Karantez
Ha m’ene ’lugerno en noz ’vel ur piled,
Hag arc’haeled Ho lu e vin heñvel dioute.
« Ma Doue, me Doue, me zo ar gedour ’n e-unan,
Ma bro a fi warnon ha me n’en don ’met pri :
Daskorit din henoazh, an nerzh a c’houlennan ;
’N em erbediñ a ran Deoc’h ha d’Ho Mamm Mari. »
1916

Tu lis un texte qui a été écrit en breton, alors n’oublie pas que la littérature bretonne est comme toutes les autres : elle a son propre génie et son propre goût.
Ceux-ci peuvent être très différents de ceux (français, anglais…) dont tu as été imprégné à l’école. La littérature bretonne doit-elle être tenue en piètre estime pour cette raison ?
Aussi, rappelle-toi combien il peut être vain de comparer une littérature à une autre. Prends les textes comme ils sont, bonne lecture, et profites-en bien !
Une idée ? N’hésite PAS à me contacter, quelle qu’elle soit. Bien que je ne sois pas wonderwoman (et qui sait après tout ?), tu pourrais être surpris.e.
Les textes ci-dessus sont tous dans le domaine public selon la loi française (70 ans à compter de la mort de l’auteur), mais fais attention car d’autres lois peuvent étendre le délai de protection.
Sens-toi libre d’utiliser les textes pour quelque fin que ce soit, mais mentionne ce site, s’il te plaît ! Bien sûr, je remercie tous ceux qui me rapportent les erreurs et les imprécisions qui peuvent se glisser.