Pedenn en deñvalded II
175 👁 2 ★
Bonum est viro si portaverit jugum ab adolescentia sua.
(Threni, III, 27.)
Me zo ganet e-kreiz ar mor
Teir lev er maez ;
Un tiig gwenn du-hont em eus*, [W em es]
Ar balan ’gresk e-tal an nor
Hag al lann a c’hol’* an avaez. [c’holo]
Me zo ganet e-kreiz ar mor,
E bro Arvor.
Ma zad a oa, ’vel e dadoù,
Ur martolod ;
Bevet en deus kuzh ha diglod
- Ar paour ne gan den e glodoù -
Bemdez-bemnoz war ar mor blod.
Ma zad a oa, ’vel e dadoù,
Stlejour-rouedoù.
Ma mamm ivez a laboura
- Ha gwenn he blev - ;
Ganti, ar c’hwez war hon taloù,
Desket em eus bihanig tra,
Mediñ ha tennañ avaloù.
Ma mamm ivez a laboura
D’hounit bara...
O deizioù ma bugalerezh,
P’en d-aen, diluz*, [W dilui]
Gant mamm da redek an irvi,
Pe gant ma zad d’ar beskerezh,
’Menn ez oc’h-c’hwi, ’menn ez oc’h-c’hwi ?
O deizioù ma bugalerezh,
Na dous e oac’h* ! [W oeh]
C’hwec’h ’oamp neuze, Santez Mari,
War-dro d’an daol ;
Yac’h ha laouen e vevemp holl,
Da Zoue ha deoc’h e tougemp bri.
Bremañ emañ kemmet an taol.
C’hwec’h ’oamp neuze, Santez Mari,
N’omp mui ’met tri...
Ar marv war an nor ’neus stoket,
Deut eo e-barzh :
Hon eurvad zo aet kuit ’n un arc’h
Er vered-parrez da gousket...
Hag ennon e c’hanas ur barzh.
Ar marv war an nor ’neus stoket...
- Ne ouelin ket !
Ne ouelin ket ! Re ’meus ouelet
Neuze, siwazh !
Ha c’hoant em befe d’ober c’hoazh,
D’ar glac’har ’zo ’tro da’m oaled !
Met ret eo bout kreñv ’vit warc’hoazh.
Ne ouelin ket ! Re ’meus ouelet :
Eurioù kollet.
Daeroù a zic’hoanag divent
Em eus taolet
En devezhioù-hont ken kalet ;
Ra vezit benniget ’velkent,
Rak roet ho peus din ar gweled !
Daeroù a zic’hoanag divent
Ma amzer gent !...
...Ha bremañ petra ’lârin-me,
Pa’z ouzit holl ?
Ma eurvad douarel aet da goll,
Bet ’on er c’hloerdi, en arme,
Baleet ’meus dindan hoc’h heol.
...Ha bremañ petra ’lârin-me,
Dirak ma Doue ?
Petra ’lârin deoc’h, o Doue strizh,
Mor madelezh ?
Ar baourentez zo c’hwerv he laezh ;
Ar bleuñv disec’het ’c’houlenn glizh ;
An douar-mañ zo lous e follezh*. [follentezh]
Petra ’lârin deoc’h, o Doue strizh,
’Met ez on skuizh !
Deut ’on davedoc’h arselin ;
Diouzh hoc’h aoter
E klaskan dibun ma fater :
Sklêrderit-me hag e welin,
Komzit, ma tañvain ho touster
Deut ’on davedoc’h arselin
War ma daoulin...
(Threni, III, 27.)
Me zo ganet e-kreiz ar mor
Teir lev er maez ;
Un tiig gwenn du-hont em eus*, [W em es]
Ar balan ’gresk e-tal an nor
Hag al lann a c’hol’* an avaez. [c’holo]
Me zo ganet e-kreiz ar mor,
E bro Arvor.
Ma zad a oa, ’vel e dadoù,
Ur martolod ;
Bevet en deus kuzh ha diglod
- Ar paour ne gan den e glodoù -
Bemdez-bemnoz war ar mor blod.
Ma zad a oa, ’vel e dadoù,
Stlejour-rouedoù.
Ma mamm ivez a laboura
- Ha gwenn he blev - ;
Ganti, ar c’hwez war hon taloù,
Desket em eus bihanig tra,
Mediñ ha tennañ avaloù.
Ma mamm ivez a laboura
D’hounit bara...
O deizioù ma bugalerezh,
P’en d-aen, diluz*, [W dilui]
Gant mamm da redek an irvi,
Pe gant ma zad d’ar beskerezh,
’Menn ez oc’h-c’hwi, ’menn ez oc’h-c’hwi ?
O deizioù ma bugalerezh,
Na dous e oac’h* ! [W oeh]
C’hwec’h ’oamp neuze, Santez Mari,
War-dro d’an daol ;
Yac’h ha laouen e vevemp holl,
Da Zoue ha deoc’h e tougemp bri.
Bremañ emañ kemmet an taol.
C’hwec’h ’oamp neuze, Santez Mari,
N’omp mui ’met tri...
Ar marv war an nor ’neus stoket,
Deut eo e-barzh :
Hon eurvad zo aet kuit ’n un arc’h
Er vered-parrez da gousket...
Hag ennon e c’hanas ur barzh.
Ar marv war an nor ’neus stoket...
- Ne ouelin ket !
Ne ouelin ket ! Re ’meus ouelet
Neuze, siwazh !
Ha c’hoant em befe d’ober c’hoazh,
D’ar glac’har ’zo ’tro da’m oaled !
Met ret eo bout kreñv ’vit warc’hoazh.
Ne ouelin ket ! Re ’meus ouelet :
Eurioù kollet.
Daeroù a zic’hoanag divent
Em eus taolet
En devezhioù-hont ken kalet ;
Ra vezit benniget ’velkent,
Rak roet ho peus din ar gweled !
Daeroù a zic’hoanag divent
Ma amzer gent !...
...Ha bremañ petra ’lârin-me,
Pa’z ouzit holl ?
Ma eurvad douarel aet da goll,
Bet ’on er c’hloerdi, en arme,
Baleet ’meus dindan hoc’h heol.
...Ha bremañ petra ’lârin-me,
Dirak ma Doue ?
Petra ’lârin deoc’h, o Doue strizh,
Mor madelezh ?
Ar baourentez zo c’hwerv he laezh ;
Ar bleuñv disec’het ’c’houlenn glizh ;
An douar-mañ zo lous e follezh*. [follentezh]
Petra ’lârin deoc’h, o Doue strizh,
’Met ez on skuizh !
Deut ’on davedoc’h arselin ;
Diouzh hoc’h aoter
E klaskan dibun ma fater :
Sklêrderit-me hag e welin,
Komzit, ma tañvain ho touster
Deut ’on davedoc’h arselin
War ma daoulin...
Tu lis un texte qui a été écrit en breton, alors n’oublie pas que la littérature bretonne est comme toutes les autres : elle a son propre génie et son propre goût.
Ceux-ci peuvent être très différents de ceux (français, anglais…) dont tu as été imprégné à l’école. La littérature bretonne doit-elle être tenue en piètre estime pour cette raison ?
Aussi, rappelle-toi combien il peut être vain de comparer une littérature à une autre. Prends les textes comme ils sont, bonne lecture, et profites-en bien !
Une idée ? N’hésite PAS à me contacter, quelle qu’elle soit. Bien que je ne sois pas wonderwoman (et qui sait après tout ?), tu pourrais être surpris.e.
Les textes ci-dessus sont tous dans le domaine public selon la loi française (70 ans à compter de la mort de l’auteur), mais fais attention car d’autres lois peuvent étendre le délai de protection.
Sens-toi libre d’utiliser les textes pour quelque fin que ce soit, mais mentionne ce site, s’il te plaît ! Bien sûr, je remercie tous ceux qui me rapportent les erreurs et les imprécisions qui peuvent se glisser.