Hon diskuizh e Trosly-Breuil

107 👁 0 ★
29 Eost - 7 Gwengolo

Hent Koad Sant-Mard da Drosly-Breuil a zo kar da hent Tipperary : hir eo. Ha kavet hon eus eñ hiroc’h c’hoazh ’vit n’en deo e gwirionez, rak a-dal un eur betek pemp, glav he deus taolet a-boullad. Gleb ’omp ’vel pesked-mor pa zegouezhomp er gerig vihan kousket c’hoazh.

Ne vern. Da ziskuizh e teuomp, hag emañ gwiv kalon an holl.

Ur gambrig a zo bet gopret din, hag ez on a-barzh ’vel em hini e Pariz. Keneve an tennoù kanol, a glever o c’hourdrouz deiz ha noz, ne soñjfemp ket ez omp er brezel.

Newazh n’hol lezer ket da gousket. An deiz war-lerc’h hon degouezh e Trosly, un urzh eus ar c’horonal a ro din 125 den ’vit monet d’ar c’hoadeg da droc’hiñ gwez ’vit lojigoù ar c’hleuzioù. Ma dek deiz da ziskuizh a dremenin du-hont.

Daousto din em bout baleet e meur a gornad, ur c’hoadeg gwir n’em boa ket gwelet c’hoazh. Hini Compiègne em eus e garet a-benn. Talvout a ra bout deut amañ, da ziskuizh ha da huñvreal, p’en em sil etre ar barroù terennoù madelezhus heol an hañv. « Dindan an dervenn ! » ’vel ma kan hor Filomena* [Filmonena Kadored] war un ton da Vourgault-Ducoudray... Evit lâret ar wirionez n’en deus amañ ’met fav. Met ken uhel ’int, ken pinvidik eo o barvenn m’ho peus  ’vite ar seurt doujañs en doa an druided ’vit an derv.

Taoloù bouc’hal, hag an heskenn a ya a-raok. E-pad labour ma zud, chouket ’on war ur garreg gwisket a van. Holl an douar, war-dro din, a zo goloet a zel marv, del ar bloazioù arall, rak ar fav-mañ a zo glas c’hoazh o fennoù. Droug a ra da’m c’halon klevout ar gwez bras o kouezhel, en ur stekiñ diouzh an douar, gant un trouz heñvel diouzh difronkad ur ramz. Ken nerzhus ’int, ken eeun, ken kaer, fav ma c’hoadeg ! Betek pegoulz enta, ma Doue, e chomo ar brezel kriz-mañ da droc’hiñ gwriziad ar vuhez er c’hoadeier, en tiegezhioù, e pep lec’h ? Un den, ur wezenn e oad he nerzh, un druez eo o gwelet o kouezhel... Ma fenn a lakan e ma daouarn, ha ’vit donet da ankouaat an dismantroù a reer amañ, soñjal a ran.

Ma Doue, em c’halon ivez ez eus dismantroù. Heñvel eo ganin en un taol e teraou an del melenaet da goroll war-dro din. Ur c’horoll goustad, ur c’horoll trist, dindan avelenn un hañv tost d’ar bez. Sellet a ran dioute ha setu int, an del disec’het, o kemer dremmoù a anavan.

« O te, e lâren d’unan, koun em eus ac’hanout. Ha n’en dout ket te ar garantez-mañ din, a vleunie nerzhus pell, pell a zo, hag a zo marv ? Nag an all war-dreñv dit, gouzout a ran hec’h anv ivez. Hounnezh a oa ar gredenn em boa e madelezh an dud, pa sone muzik ar yaouankiz e ganennoù dous e sol ma c’halon, ar gredenn-hont hag a zo marv. Ha te, a ya hag a za ’vel ur follezh, petra ’out nemet steud ma huñvre karetañ, hag a zo marv. C’hwi holl, o del, c’hwi holl a c’hellan lâret penaos e reer ac’hanoc’h, rak ho laket em eus er bed, rak daeroù em eus taolet war bep-unan en deiz hag en eur ma’z ae da get. C’hwi zo steudoù ma huñvreoù diskaret, kelanoù ma c’harantezioù marv, huan an hentoù heuliet da’m c’halon ; biskoazh n’em eus ehanet eus ho karout : Kouskit e peoc’h... »

Hag an del neuze da gomz diouzhin, hag e lâront :

« Ni ivez da anav, o barzh deut a bell bro. Goût a reomp ni ivez piv ’out ha petra ’omp. Ni zo holl ar re n’en dout ket bet, holl ar re az pefe karet bout ha n’ec’h eus ket gellet, pe vennet. Ni zo marc’hegion da huñvreoù, beleien an aoterioù a garez, ar vleinerion-pobloù, ar salverion-broioù. Ni zo holl ar re ne vi ket, rak mar nij pell soñjennoù mab-den, berr eo e zeizioù. Ha ni zo ar pezh e vi kent pell, un dra varv, un huan, ur steud. Ni zo da amzer-gent... »

Neuze e teuas koun din eus ur bedenn, ur bedenn graet en un eur bennak a druegezh war hentoù kalet ar bed-mañ, ha me mont hag hec’h adlâret :

« ...Met ne’m dilezit mui. Pa skoy an dic’hoanag warnon, diouzh ma mouezh paour, o ! ne chomit ket bou’ar
Dalc’hit ma sell d’al laez bepred, rak ma daoulagad ’ra poan dezhe gwelet an Douar... »

Savet em eus ma sell trema an neñv. Du-hont, pell du-hont e blein ar fav divent, terennoù alaouret an heol a c’hoarie laouen gant an del glas. Hag an del glas, an heol aour, an neñv dous a eilgerias diouzhin, ur ger hepken : Goanag !

Tu lis un texte qui a été écrit en breton, alors n’oublie pas que la littérature bretonne est comme toutes les autres : elle a son propre génie et son propre goût.

Ceux-ci peuvent être très différents de ceux (français, anglais…) dont tu as été imprégné à l’école. La littérature bretonne doit-elle être tenue en piètre estime pour cette raison ?

Aussi, rappelle-toi combien il peut être vain de comparer une littérature à une autre. Prends les textes comme ils sont, bonne lecture, et profites-en bien !

Une idée ? N’hésite PAS à me contacter, quelle qu’elle soit. Bien que je ne sois pas wonderwoman (et qui sait après tout ?), tu pourrais être surpris.e.
Les textes ci-dessus sont tous dans le domaine public selon la loi française (70 ans à compter de la mort de l’auteur), mais fais attention car d’autres lois peuvent étendre le délai de protection.
Sens-toi libre d’utiliser les textes pour quelque fin que ce soit, mais mentionne ce site, s’il te plaît ! Bien sûr, je remercie tous ceux qui me rapportent les erreurs et les imprécisions qui peuvent se glisser.
HAUT