Tri neved, teir bedenn III

114 👁 0 ★
    ENEZ AN AELED : Chapel ar Veneadadez.

    Du-hont e weled an Aotroù Doue, pleget e zremm ken kaer war ezeved* [estrenvan] an douar-mañ, o selaou ar c’hlemm a bign a sol an islonk, klemm divent mab-den en argoll.

    Amañ E weler en e glod...

    Du-hont e oueled : amañ e kaner ; du-hont e oa da bedenn ur goulenn : amañ ez azeuli hag e veuli.

    Ni holl hag a vev er Feiz, azeulomp Doue ; ni holl hag a biaou ar Wirionez, meulomp eñ...

    Uvel eo an iliz vihan ; oad ebet n’en deus ar gwerennoù, hag ar piladoù koar a zo goloet a gleur.

    Ar c’hoantoù denel ivez ’n em c’holo bremañ ; o-unan mennozhioù ar c’hig a dav ; an holl draoù douarel, en tachad-mañ, a zo ur vrumenn warnezhe.

    Braouac’hus eo an tachad-mañ, rak Ti Doue eo, ha Dor ar Baradoz. - Ha glan er-walc’h eo da galon evit chom e Ti Doue ?...

    Amañ ne beder ket, ne reer nemet selaou, selaou da virviken.

    Mouezhioù, ma Doue, mouezhioù kevrinus ar gwerc’hezed o kanañ d’ar Pried...

    Ar c’han a sav, a sav, ’n em zistag diouzh an douar, hag an ene a ya d’e heul, e wintañ a ra bremañ, e-touez ar steregi* [steredeg] Aeled, e-harz da Gador-Veur an Dilavaradoe...

    Marse ez eus du-hont, — pell, ken pell, o ! ken pell ! — broioù ha ne ve ket holl ar c’homzoù, enne, komzoù a veuladur ;
    Kêrioù a vallozher enne Madelezh Doue, marse, hag a reda, dre o ruioù, naer gleurek ar pec’hed marvel ;
    Marse ez eus du-hont tier truek ne anaver a-barzh ’met Dremm beunek an Droug, ha krinder an Dic’hoanagoù ;
    Marse ez eus daeloù, kleñvedoù ha brezelioù ruz ; gloazidi ankouaet war an dachenn hag a leñv o c’halviñ o mamm ;
    Marse, marse... Amañ ne glevomp ket, n’ouzomp ket, freuzet hor c’halonoù dindan selloù Mab-Doue.
    Amañ ’mañ Dor ar Baradoz, ha ni zo an eneoù nevez-zo deut eus an douar, o c’hortoz ma plijo gant Doue o degemer...
    Baradoz, Baradoz ! Krenañ a ra kalon c’hourel ma gouenn, pa spurmanta da levenezioù.
    Savet hon eus warnout ur ganenn er yezh keltiek, ar vravañ a ganennoù an douar,
    Hag a p’en da dezhe pe i c’hlevet, pe i c’hanañ ar Vreizhiz a daola daeroù, daeroù santel.
    Baradoz, lec’h ma vimp ’hed ar beurbadelezh dirak Dremm hor Jezuz, dindan daoulagad hor Jezuz, war Galon hor Jezuz, e karantez hor Jezuz, ar Vreizhiz paour a ouel a p’en da dezhe soñjal ennout.
    « O klodusat ar rouantelezh a ziverra enni an holl sent gant ar C’hrist ! Gwisket e gwenn, an Oan a heuliont,
    Ne vern e-menn ez a, ne vern e-menn ez a ! »

    Krist azeulet, ra ve’it benniget Ho pout roet din genel en ur c’houenn vadezet, ar c’houenn felan* [feal] diouzh Ho kourc’hemennoù.
    Ra ve’it benniget ho pout ma c’hroueet Kelt.
    Ha ra ve’t benniget ho pout hadet, e meurvorioù gouez ar vuhez, evit diluz mab-den, inizi ’vel an enez-mañ.
    ’Lec’h ma c’hellomp, heñvel diouzh an durzhunell a guzh he laboused en neizh, lakaat da ziskuizh hor soñjoù paour,
    Krist azeulet...

Pariz, miz du 1914

Tu lis un texte qui a été écrit en breton, alors n’oublie pas que la littérature bretonne est comme toutes les autres : elle a son propre génie et son propre goût.

Ceux-ci peuvent être très différents de ceux (français, anglais…) dont tu as été imprégné à l’école. La littérature bretonne doit-elle être tenue en piètre estime pour cette raison ?

Aussi, rappelle-toi combien il peut être vain de comparer une littérature à une autre. Prends les textes comme ils sont, bonne lecture, et profites-en bien !

Une idée ? N’hésite PAS à me contacter, quelle qu’elle soit. Bien que je ne sois pas wonderwoman (et qui sait après tout ?), tu pourrais être surpris.e.
Les textes ci-dessus sont tous dans le domaine public selon la loi française (70 ans à compter de la mort de l’auteur), mais fais attention car d’autres lois peuvent étendre le délai de protection.
Sens-toi libre d’utiliser les textes pour quelque fin que ce soit, mais mentionne ce site, s’il te plaît ! Bien sûr, je remercie tous ceux qui me rapportent les erreurs et les imprécisions qui peuvent se glisser.
HAUT