Tri neved, teir bedenn II

129 👁 0 ★
    ENEZ AR BROADOÙ : Iliz ar Galon Sakret.
    Tremenet em eus an enderv-mañ treuzioù ho tor, ha deut ’on da choukiñ [azezañ] ’barzh ho ti war ar run,
    Kalon Jezuz !
    Met ne gomzin ket deoc’h a ma blinder ; n’eo ket ’vidon ez on en hent.
    Ho ti a zo neved ar broadoù : deut ’on da bediñ ’vit ma fobl.
    Ma daouarn a savan tremazoc’h, ’vel re Moiz ho tiouganer, ken na skuizhint ha ken na gouezhint ;
    Hag etre ma genoù krenañ a ra ma mouezh.
    Un erv ho poa digoret e kornog ar bed kozh, un erv war vor ;
    Hag en erv-se ho poa hadet Kelted.
    Aze ’oa ar greun ar gwellañ, ha C’hwi a gemere bep bloaz un dornad anezhañ d’e strewiñ dre ar bed...
    Darn a gouezhe ’mesk ar c’herreg, hag e varvent ;
    Darn a gouezhe er bodoù-spern, hag o mouge ;
    Darn arall en douar aret.
    Bugale ma gouenn oa ho kreun, hag e kement douar m’o hadec’h e kellide kristenion greñv...
    Samm ho kroaz santel war e skoaz, ar C’helt en deus graet tro an Douar.
    ’Vidoc’h en deus treuzet pep mor ; ha pep ravent en deus douaret ennañ ;
    Ha kement a vroioù hor beus savet enne ho kwezenn salvidigezh
    Ma ne ouzomp mui o anvioù.
    E-menn emañ an tonn ha n’en deus pleget da dud ma gouenn ? An enez c’houez ha ne gousk ket a-barzh eskern ur C’helt ?
    Tan an Abostolezh a enaouont er broioù-holl... ;
    Met o hini
    E ankoueont...
    Ama ?
    Ha n’eo ket ’vidoc’h hoc’h-unan o deus ankouaet o bro genedel ?
    Ha n’eo ket C’hwi hoc’h-unan ho peus kemeret o spered hag o c’halon a-bezh ?
    Buhez ar Sent a gelenn deomp, pa ne c’helle ket ho kariaded disoc’h gant o samm-micher pemdeziek, dre hir ober war-dro ho klod,
    E tiskenne un ael deoc’h da gas da benn o labour douarel.
    Heñvel, pa lamit gant ma gouenn he bugale wellañ, hini ’medoc’h ne ranka ober en o lec’h dre-mañ.
    Pa c’hounidont d’ho lezenn an douaroù gouez, C’hwi a zo deoc’h, evite hag o zud, miriñ o douar.
    Kinnig-se ar re zifeiz a lâro ’n ur c’hoapaat : « Nag e-menn ’ta emañ o Doue ? »
    Gwell-mat e vo an traoù ganeoc’h, ha pa ne vo mui Breizh ebet !
    Gwelet em eus ilizioù arselin, klod ar piladoù o ruilhal war an aoter : bourriñ a rae a-barzh ene un den.
    Arselin ’meus gwelet nevedoù, Osti ebet enne, hag hep gouloù. Na yen e oant ! Ken e reve ar pedennoù, hag e teue anoued da’m c’halon-gour.
    An Douar zo un neved leun a biladoù marv...
    An tan doueel ho poa roet da viriñ d’hoc’h Abostoled, daou vil vloaz zo kent pell,
    O deus baleet gantañ betek pennoù-ahel hor planedenn.
    Siwazh ! Er c’hornadoù o doa e zegemeret da gentañ, pe lakaet o deus en e lec’h ur c’houlaouenn arall, pe varv eo.
    Goût a rit emañ bev atav ganeomp-ni, an Tan roet d’ar pobloù en hoc’h Aviel ;
    Goût a rit emañ glan hag a luc’h hep ehan e noz-mik ar baganiezh kempredel.
    Miret hon eus ho Tan ; ’velse, mirit hor bro.
    Breizh diskaret, ur piled bihanoc’h e vo en hoc’h Iliz katolik ;
    War aodoù ar Gornog, un tour-tan bihanoc’h ’vit ar pobloù da zont ;
    Ur sterenn vihanoc’h war an hent da Vetleem ha da Rom.

    Daoust ha dic’halloud e vefe hor pedennoù, ’vit ar wech kentañ a-c’houde eured ho Lezenn gant an ene kelt ?
    Daoust ha ret e vo deomp degas koun deoc’h a niver hag a anvioù Sent hor gouenn-ni, a zo e-harz ho Kador-Veur, e klod dilavaradoe ar Baradoz ?
    Sant Donasian ha Sant Rogasian, merzherion, lazhet d’ar Romaned dre gas diouzhoc’h ;
    Sant Kaorintin, eskob Kemper, ha Sant Padern a Wened ; Sant Tudi a dreuzas ar mor en ul laouer-vaen ;
    Sant Iltud, ar c’helennour-dreist ; Sant Gweltaz, a garas kement e vro ; Sant Paol, trec’het dezhañ war an aerouant ;
    Ha Sant Salaun, roue Breizh ; Sant Erwan, breutaour ar Paour, ha kant, ha mil a re arall ?
    Ha kant ha mil a re all a vevas ’vidoc’h hoc’h-unan, ha na soñjas nemet ennoc’h, hag a zilezas holl ’vit hoc’h heuli.
    Ar gouennoù arall a ra goap ac’hanomp, gant ne ouzomp ket dastum madoù ar bed.
    « Ur ouenn is eo, a lavaront-int, ar Gelted-hont trec’het a-holl-viskoazh en emgann kalet ’vit ar vuhez. »
    Gwir eo o c’homz : ne redomp ket war-lerc’h an dañvez, ha paour ’omp.
    Ra vo benniget hor paouridigezh !
    Bennozh d’hor paourentez he dout miret e sol kalon ma gouenn an tri zra a gas mab-den da vout denoc’h :
    An druez ’vit ar re wan, an nerzh-ene ’kreiz ar gwalleur, ar gredenn e reizhted un Doue.
    Bennozh d’hor paourentez he dout diwallet ma gourdadoù hag o mibion diouzh azeulerezh al Leue aour.
    Bennozh d’hor paourentez he deus miret ennomp ar Feiz, ar Goanag hag ar Garantez.
    Bennozh d’hor paourentez he deus roet deomp derc’hel koun a wir anv ar vuhez : ur gortoz, hag a wir anv ar marv : un tremen.
    Bennozh d’hor paourentez hag a ra d’ar C’helt gwelet, e poulloù-lagad digig an Ankoù, daoulagad doueel, doueel, doueel an Hini lakaet-e-kroaz.
    Bennozh d’hor paourentez, p’en deo alc’hwezh
    Ar Baradoz.
    Tostaat a ra, herr warnezhañ, deiz diwezhañ hor c’hig emgolladoe* [périssable e galleg], deiz ar Varn Vraz,
    Deiz marv ar broadoù...
    Hor barzhed a gan ar « Vreizh arall », met goût er-walc’h a reont n’en deus
    Baradoz ebet ’vit ar broadoù. Pa varvo ar bed-mañ, mervel a rint.
    Mervel a rint neuze, holl ar re na vo ket bet freuzet a-raok ; holl war un dro ez int da get.
    Ar re vras, ar re vihan, mervel a rint ; ar re zivrud, mervel a rint ; hag ar re valc’h-hont, a oa o anvioù e kanennoù an dud, mervel a rint.
    Ma Breizh ivez a dremeno. Petra eo klod ur vro zenel dirak klod kevrinus ar Sent, dirak klod Doue ?
    Ha ne vo mui gouenn ebet ’met hini bugale Doue, - hag an arall -, dasprenet da Oan Doue ; ne vo mui bro ebet ’met neñv Doue...
    Rak-se e c’houlennomp ganeoc’h, war hon daoulin, evit hor bro, un digoll war an douar, un digoll a-raok diwezh an holl-draoù...

    Jezuz ! Jezuz !
    An Anv-se a youc’he hon tadoù, pa savent ’vit ar C’hroaziadeg ; an Anv-se e youc’hent en argadenn ;
    An Anv-se hor beus skrivet war donenn an Douar holl, gant gwad hor c’haderion ha ludu hor re varv ;
    An Anv-se a zigejer bemdez e tier-seul ar Vretoned, gant karantez ; an Anv-se ’n em ziluzia gantañ hor re bariv* [hirvarv].
    Ha ’vel unan pariv, an Anv-se a lavaran hiriv :
    Jezuz, Jezuz !

    C’hwi hag ho peus dasorc’het merc’h Yairous, ha Lazar ;
    C’hwi hag a zasorc’has mab intañvez Naim ;
    Deskit din ar gerioù a zihuna ur bobl.
    Ha mont a rin, kannad a oanag, d’o adlâret war ma Breizhig kousket...

Tu lis un texte qui a été écrit en breton, alors n’oublie pas que la littérature bretonne est comme toutes les autres : elle a son propre génie et son propre goût.

Ceux-ci peuvent être très différents de ceux (français, anglais…) dont tu as été imprégné à l’école. La littérature bretonne doit-elle être tenue en piètre estime pour cette raison ?

Aussi, rappelle-toi combien il peut être vain de comparer une littérature à une autre. Prends les textes comme ils sont, bonne lecture, et profites-en bien !

Une idée ? N’hésite PAS à me contacter, quelle qu’elle soit. Bien que je ne sois pas wonderwoman (et qui sait après tout ?), tu pourrais être surpris.e.
Les textes ci-dessus sont tous dans le domaine public selon la loi française (70 ans à compter de la mort de l’auteur), mais fais attention car d’autres lois peuvent étendre le délai de protection.
Sens-toi libre d’utiliser les textes pour quelque fin que ce soit, mais mentionne ce site, s’il te plaît ! Bien sûr, je remercie tous ceux qui me rapportent les erreurs et les imprécisions qui peuvent se glisser.
HAUT