Ar pardon bras hollgeltiek

96 👁 0 ★
Hag ur vouezh a savas en aer,
Ur vouezh c’halloudus ha pounner
’Vel hini an drompilh deiz ar Varn ziwezhañ :
« - Ra savo Keltied ar bed holl en o za,
Ra teredfont gae ha lirzhin
D’ar pardon bras ’vo e Dublin,
Ma welfont o c’hef kozh o sevel a-nevez
E benn bleuniek war e venez ! »

Me da sentiñ, ha da vonet
Gant ar bagadoù Bretoned
A yae da bardonañ da gêr-veur Iwerzhon,
O gwiskamantoù kaer gante, o fennoù sonn,
En ur ganañ ’hed an hentoù :
« - Trec’h ’omp bet war ar c’hantvedoù,
Hag an deiz burzhudus hon doa gedet keit all
Zo deut da barañ war hon zal ! »

C’hoarzhus war laez he gwazhienn-vor,
’Vel ur vamm-gozh war doull he dor,
Kêr Dublin ’deus ivez gwisket he dilhad gran ;
Ha gant he holl vouezhioù ’tistag ur brav a gan,
Laouen ha nerzhus war un dro,
Seurt a ve klevet pa zistro
Bugale vat bet pell, dianket ha gouelet
Dindan mantell vaen an oaled.

Hag ar mor bras gant e vouezh don
A gemer e berzh er pardon
O lavaret trouzus da Geltied Breizh-Veur :
« - Gwechall e tilammis diganeoc’h ho preudeur,
Hiriv ’tegasan war o c’hiz
Da vro garet o yaouankiz
Lod delioù dibabet diwar ar bod derv
’Noa digefiet avel garv ! »

En aer e tiston unanet
Yezhioù pemp mil bloaz zo ganet,
Sonioù telenn, pibroc’h, bombard ha binioù ;
Spered an amzer gozh a grog en eneoù
Ken e soñjer gwel’t o nijal
Skeudennoù Keltied gwechall,
Astennet o daouarn gante deus lein an neñv
Da vennigañ o bugale.

’N ur park ledan en em welet
Pardonerien ha kannaded
Enez Man, Kernev-Veur, Iwerzhon ha Bro-Skos,
Bugale Bro-Gymru, ’n o fenn an Drouiz Meur kozh,
Paotred ha merc’hed koant Arvor
Ha forzh Bretoned all tramor,
Lugernus o dilhad hag o dremmoù seven
Dindan bannoù an Heol melen.

’Oar den pet mil dud zo eno
Ha n’o deus nemet un anv,
Ur gredenn, ur mennozh hag un esper hepken :
Gwelet oc’h adsevel o bro da virviken !
Holl o c’hortoz, start ha koazhet,
Tro-dro da gelc’h bras an Drouized,
En e greiz un Ovad o terc’hel sonn war-grec’h
Kleze Arzhur, kleze an Trec’h.

’Kreiz ar c’helc’h e tispak ivez
Ur peulvan savet a-nevez
Gant pemp maen bras a-vern, arouez ar pemp broad
A vir en o c’halon eñvor dimeus o gwad ;
En e gichen, ar C’horn-Hirlaz,
Hag ar banniel aour, gwer ha glas,
Banniel Gorsedd Kymru, ’lec’h m’emañ o c’hoarzhin
An Heol ’tal aerouant Merzhin.

Ar Maer ha kuzulierien kêr,
Gante o gwiskamantoù kaer,
A zeu, ha war o lerc’h ar Drouiz Meur Howfa-Mon,
Skedus en e sae wenn, yac’h ha kreñv e galon,
Daoust m’emañ o vont gant an hent
Dek vloaz zo ha pevar-ugent ;
A bep tu d’an Drouiz Meur ’mañ Gwinned ha Kadvan
Daou varzh kaner eus ar bravañ.

An Arc’hdrouiz a ra ur bedenn,
Ha tre teir gwech a hanter-denn
Kleze Arzhur ’n ur c’houl’ mar ’mañ ar peoc’h o ren :
« - Peoc’h zo ! » ’me ar Varzhed en ur vouezh, ken e kren
An aer strafuilhet tro-war-dro,
Ha ken e klever ’us d’ar vro
’Vel o voudañ, e-kreiz nijadenn an avel,
Son ur garantez divarvel.

Doare ar Gorsedd displeget,
Barzhed nevez displeget,
Ha ’n em gomzet mibien an hevelep tadoù,
Ez a ’r bardonerien gant ar brasañ lidoù
D’ar sal vras ’vite prientet,
Hag hi deus ar c’hwekañ pentet ;
Eno ’vat e klever rener bras ar gouelioù :
« - Deut eo, ’mezañ, an amzerioù ;

« An dont-amzerioù diguzhet
Gant hon Barzhed hag hon Drouized,
Pa ouestlent e savje ’vidomp deiz an digoll :
Pegeit n’omp-ni ket bet o sachañ war hon roll,
Pellaet an eil c’hoar ouzh eben,
Dindan mac’herezh hag anken !
Ha setu, daoust d’an noz, d’ar pellder ha d’ar boan,
En em gavont kreñv ha dizoan !

« Ar pemp maen zo berniet aze
Ne gouezhfont ken ; rak ar c’hleze,
Kleze pounner Arzhur, a zo deus hon difenn :
N’eo ket ni ’zegaso brezelioù war hon fenn ;
Met an enebour a glaskfe
Terriñ chadenn hon c’harantez,
A zesko pegement a bouez en deus er bed
Brec’h ha dir an holl Geltied.

« Na lezomp biken da vervel
Yezhioù na telenn hon c’havell :
I eo o deus miret e deun hon c’halonoù
Ar soñjezonoù kaer, ar feiz, ar c’hredennoù,
A lak ar C’heltied dispar
E-touez holl bobloù an douar,
Hag a roy deomp-ni an trec’h, pa zeuy an deiz,
War bep gouenn-dud yen ha difeiz.

« Dihun Arzhur zo ’n em gavet
Hag ’us d’hon fenn eo adsavet
An heol sklêrijennus, Doue hon c’hendadoù ;
Miromp unvaniezh etre hon broadoù,
Juntromp startoc’h ’vit an houarn
Hon nerzh, hon ijin, hon daouarn,
Ma talc’ho ’r C’heltied da ren da virviken
Dre gleze, telenn ha kredenn ! »

Plouigno, an 23 a viz Even 1903

Tu lis un texte qui a été écrit en breton, alors n’oublie pas que la littérature bretonne est comme toutes les autres : elle a son propre génie et son propre goût.

Ceux-ci peuvent être très différents de ceux (français, anglais…) dont tu as été imprégné à l’école. La littérature bretonne doit-elle être tenue en piètre estime pour cette raison ?

Aussi, rappelle-toi combien il peut être vain de comparer une littérature à une autre. Prends les textes comme ils sont, bonne lecture, et profites-en bien !

Une idée ? N’hésite PAS à me contacter, quelle qu’elle soit. Bien que je ne sois pas wonderwoman (et qui sait après tout ?), tu pourrais être surpris.e.
Les textes ci-dessus sont tous dans le domaine public selon la loi française (70 ans à compter de la mort de l’auteur), mais fais attention car d’autres lois peuvent étendre le délai de protection.
Sens-toi libre d’utiliser les textes pour quelque fin que ce soit, mais mentionne ce site, s’il te plaît ! Bien sûr, je remercie tous ceux qui me rapportent les erreurs et les imprécisions qui peuvent se glisser.
HAUT