Tosenn ar brezel
98 👁 0 ★
’Trezek ar Barzh kaner ’kreiz ma taolen va sell,
’Voen douget em huñvre war Dosenn ar Brezel,
Ur menez sonn spontus, hag e rae gwez derv
En-dro d’e gribenn voal seizh gwech seizh ugent tro ;
Pezhioù gwez galloudus ha bodennek-meurbet,
Ken kalet hag ar mein, ken kozh evel ar bed,
Astennet o bodoù gante tre d’an douar,
Netra warne nemet man gwenn hag uhelvarr.
Dreist ar gwez uhelañ ’save betek an neñv,
Brugek ha dizolo, penn ledan ar menez,
Ha war e vegig beg, kurunenn ziwezhañ,
Un dolmen bras a-blad war dri maen en o za.
Dirakañ, ’tu kreisteiz, ’oa seizh tan o teviñ,
’N o c’hreiz, ’vel ul lagad peurbadus o verviñ,
An Tantad, an Tan Meur, Tan an Doue Belen,
Ha seizh barzh daoulinet o son war o zelenn.
Da-heul an telennoù ’oa ken klemmus o c’han,
Ken gourdrouzus ar vouezh a groze ’kreiz an tan,
Ken hirvoudus er c’hoad goueladenn an avel,
Ma vije lavaret ur vroad o vervel.
Ha setu, ’n un taol krenn, ’tavas an holl vouezhioù,
Hag e welis neuze, kromm gant ar bloavezhioù,
Roufennet-holl e dal, gwenn-kann blev ha barv,
An Drouiz Meur o tonet e-maez ar c’hoad derv.
E sae wenn ’oa bepred stardet en-dro d’e greiz,
’Vel en amzer ma oa laouen an dud e Breizh ;
Met, siwazh ! en e zorn, ’lec’h e falz alaouret,
Ne oa ken ’met daou damm ur c’hleze dir torret.
War roudoù an Drouiz Meur ’tispake ’maez ar c’hoad
Ur bobl tud a bep stumm, a bep stad, a bep oad,
Bugale dreut, gwragez kañvus, gwazed teñval,
Mac’hagnet, gouliet, drouk-livet, gwisket fall,
’Vel ur strollad peorien o vont da glask o boued.
Hag holl e tiruilhent hep ger na trouz ebet,
Heñvel ouzh bale sioul ar gwagennoù marv,
Ken ’voe gante kelc’hiet an dolmen tro-war-dro.
Neuze, ne fiñvjont ken ; ar Varzhed a savas,
Ar seizh tan bihanañ o-unan a varvas ;
Hag, e-pad ma pigne splannoc’h ’trezek an neñv
An Tantad divarvel, roue bras ar menez,
An Drouiz Meur, daou Vreizhad o reiñ dezhañ kazel,
A savas en e sav war zolmen ar Brezel.
Ur pennad e vanas digomz e vuzelloù ;
Met a-hed e zivjod e tiskenne daeroù,
Daeroù yen ha c’hwerv seurt a skuilh ar re gozh ;
Ha war gement hini ’oa eno o c’hortoz
Ar pezh a lavarje, ’teuas dreist an dolmen
Un avel a gañvoù hag a spont da dremen.
Hag an Drouiz Meur o vont, hag oc’h astenn ur vrec’h
’Trezek an teodoù tan bountet atav war-grec’h,
Daou damm ar c’hleze dir gantañ en e zorn all :
« Petra ’dalv, emezañ, d’an Tan Roue krozal
Na dispak e gounnar dirak hon daoulagad,
P’eo torret ar C’hleze, rener noazh an argad ?
Gwechall, pa ’n em vodemp amañ war an Dosenn,
Ar pennoù ’vije sonn, ar c’halonoù laouen :
Rak war-zu an emgann e vijemp o redek
Pe o tistreiñ, trec’het ganeomp er stourmadeg.
Hiriv, tan galloudus, ne sklêrijennez ken
Nemet ur bobl ouestlet d’ar gouel ha d’an anken,
Tud hag a rank kemer an tec’h pell diouzh o bro,
Pe c’houzañv gwaskerezh enebourien c'harv.
« En ur zibab, breudeur, da dreiñ warni ho stur,
Bro vihan an Arvor, ho peus graet un dra fur :
Rak ar vro-se a vag Keltied ’veldomp-ni,
Ha kalz a Vreizh-Meuriz ’zo ’n em dennet enni.
D’ho heul e vo ivez seizh dimeus ho parzhed,
Hag e vefoc’h gante harpet ha frealzet ;
Ar Barzh Meur Taliesin a welit en o zouez,
An hini ’ve klevet e delenn hag e vouezh
Forzh pelec’h e ve tud en enkrez hag e poan :
Gant hennezh, kenvroiz, ’c’hellit bale dizoan ;
E genvreudeur hag eñ ’zalc’ho deoc’h da viken
Ar sonioù kuñv a oar luskellat an anken.
’Vel-se, ho kalonoù ’chomo stag ouzh a-bell
Deus ene ho pro gozh ha mouezhioù ho kavell.
Seblantout a ray deoc’h alies gwech klevet,
’Vel heklev damantus ho teizioù eürusted,
’Vel un Ael o kanañ, dous ha tener e vouezh,
Mouskan Breizh-Veur o tont d’ho kaout gant ar morc’hwezh.
Ra vo deoc’h un didu, e-kreiz hoc’h holl boanioù,
Selaou dre hoc’h huñvre trouz pell hon « mor sonioù » !
« Allaz ! an huñvre-se ’dremeno berr-ha-berr.
Hogen, ’vit ma chomfoc’h, a-hed an holl amzer,
Unanet ganeomp holl en ur spi peurbadus,
Em eus soñjet reiñ deoc’h un arouez talvoudus :
Ranket en deus hon fobl, dre daol ar Blanedenn,
’N em rannañ ’vel ur barr troc’het e div lodenn ;
Ranket en deus an dir terriñ dindan ar bec’h
Daoust da nerzh hon Brennin, daoust da c’halloud e vrec’h ;
Mat ! gant pep hanter bobl ’vo un hanter gleze,
Da c’hortoz an devezh ma vefont marteze
Adjuntret, pobl ha dir, unanet adarre,
Pa vo peurdremenet ar gwall war o gorre.
« Dit-te, barzh Taliesin, ’roan ar garg enor
Da virout ’vel un dra santel, ’vel un teñzor,
An hanter gleze dir e-mesk ar Vretoned
A vo gant dorn ar Red bremaik disgwriziennet.
Ha kemer a rafet, Barzh-Meur, ar c’hevridi ?
Taliesin a savas, gant stad ha gant dudi,
E benn, daoulagad tan o verviñ en e greiz :
« Ya, ’mezañ, tra vin bev, war hanter gleze Breizh
Me a zalc’ho va dorn astennet noz-ha-deiz ;
Ne ziskrogin outañ nemet gant ar vuhez ;
Ha, pa zeuy ar Marv da skornañ va c’halon,
Kentañ Barzh ’vo galvet da sevel ac’hanon
’Vit va c’has d’an douar, hennezh a gemero
Ar garg a gemeran hiriv dirak ar vro.
Kement-se a douan war an dolmen santel,
War an Tantad c’hwezhet ’lein an Dosenn Vrezel,
War vez ar Varzhed kozh e Breizh-Veur douaret
Ha war hini Oniz, va zad muiañ-karet. »
« Dal ’ta, ’me an Drouiz-Meur, dal, Taliesin, ha mir
Betek eur da varv an hanter gleze dir.
Setu va holl vennad ha va holl c’hourc’hemenn. »
Ar Barzh a dostaas neuze stok en Dolmen,
Hag a zegemeras deus daouarn an Drouiz Meur
An dir seizh gwech santel rannet etre breudeur.
« Ha bremañ, ’me an Drouiz, bremañ ’c’hall an avel
C’hwezhañ ’vit ho pellaat diouzh bro gaer ho kavell ;
Tremen a c’hall warnoc’h koulz kant vloaz, koulz mil bloaz :
’N ho kalonoù ne zeuy birviken an Ankoua.
An dir sakr, deus o heul war zouar an Arvor,
A zalc’ho divarvel en ho touez an eñvor
Deus ar gerentiaj ’tre an holl Geltied
Ha deus krizder ar re ’neus hon dispartiet.
Dalc’hit da gaout fiañs en dont-amzer hon Breizh ;
Ra vo ar gredenn-mañ bepred start en ho kreiz :
Ren garv an houarn ne bad ’met un devezh
’Lec’h hini ar Spered ’nevo biken diwezh !
Magit eta ’n ho touez spered ar Varzhed kozh,
Kanerien Iwerzhon, Bro-Gymru ha Bro-Skos,
Spered ar sonioù kaer hag ar soñjoù uhel,
Spered ar Feiz, a vir ouzh ur bobl da vervel.
« E-pad ma vefoc’h-c’hwi du-se o kemer poan,
Ni, en tu-mañ d’ar mor, ’chomo en Enez Man,
Bro-Gymru, Kernev-Veur, Bro-Skos hag Iwerzhon,
E-lec’h hon eus gallet tec’hel ’raok ar Saozon.
Amañ e c’houzañvfomp ivez hon flanedenn.
War an hanter gleze kouezhet en hon lodenn
Ni ’viro da viken karantez hag eñvor
Hon breudeur ’n em dennet ’trezek aodoù ’n Arvor.
Ni ’ouezo, mar ve ret, stourm betek ar marv
Da zifenn frankizoù ha yezh santel hon bro.
« Soñjal ’ra din gwelet pellder an amzerioù
War dizolo dirak va daoulagad tadioù,
Hag an holl Geltied eürus ha galloudek
En-dro d’un Drouiz Meur all laouen o teredek ;
Hag e klevan sonioù ha kaniri dispar
O tiston dreist ar mor ha tro-dro d’an douar.
Kerzhit eta dispont, breudeur, na ouelit ket :
O pellaat ouzh ho pro ’vefoc’h tamm dianket.
Ra blijo gant Belen, Doue bras ar sklêrder,
Ho kas dre garantoù peoc’hus ha seder ! »
An Heol a zispakas kerkent e lein an neñv
Da ziskouel da re Vreizh ’oa o tiwall an’e ;
Hag ar Spi a savas, evel ur steredenn,
’Us d’o fennoù, d’o ren war hent ar Blanedenn.

Tu lis un texte qui a été écrit en breton, alors n’oublie pas que la littérature bretonne est comme toutes les autres : elle a son propre génie et son propre goût.
Ceux-ci peuvent être très différents de ceux (français, anglais…) dont tu as été imprégné à l’école. La littérature bretonne doit-elle être tenue en piètre estime pour cette raison ?
Aussi, rappelle-toi combien il peut être vain de comparer une littérature à une autre. Prends les textes comme ils sont, bonne lecture, et profites-en bien !
Une idée ? N’hésite PAS à me contacter, quelle qu’elle soit. Bien que je ne sois pas wonderwoman (et qui sait après tout ?), tu pourrais être surpris.e.
Les textes ci-dessus sont tous dans le domaine public selon la loi française (70 ans à compter de la mort de l’auteur), mais fais attention car d’autres lois peuvent étendre le délai de protection.
Sens-toi libre d’utiliser les textes pour quelque fin que ce soit, mais mentionne ce site, s’il te plaît ! Bien sûr, je remercie tous ceux qui me rapportent les erreurs et les imprécisions qui peuvent se glisser.