War-zu an Arvor
104 👁 0 ★
A-nevez ’n em gavis rentet dre va huñvre
Dirak ur mor teñval troet war-zu Kreisteiz.
Chadennet ouzh an aod, seizh lestr livet e du
A c’hortoze, hep mar, ’teuje ’n avel a-du.
Ur bern Breizhiz, gwazed, merc’hed ha bugale,
Gwisket heñvel ouzh tud o vont pell da vale,
’Oa ’n o sav war an traezh, difiñv ha dilavar,
O daoulagad dourek speg war-zu an douar,
O sellet ur wech c’hoazh, ’vel pa’z aer da vervel,
Deus ar vro guñv a oant damdost da zilezel !
Ur vouezh a dregernas kreñvoc’h ’vit ur c’horn-boud :
« - An avel hanternoz a sav, ar mor a voud ;
War al listri, Breizhiz, setu deut ar mare ! »
Hag holl, ’vel o tihun a-daol ’kreiz un huñvre,
Da redek strafuilhet, ’n ur c’houl’ a bep kostez :
« - Pelec’h ’in-me, pelec’h ’it-hu, pelec’h ’aez-te ? »
Met kerkent seizh telenn war un dro a sonas
Ha seizh barzh, pep hini ’n ul lestr, a gelennas
O c’henvroiz pelec’h ha penaos ’n em lakaat.
Pa voe, gant poan a-walc’h, ingalet pep bagad
Ha stennet ar gouelioù da gemer an avel,
Mouezh karet Taliesin ’voe klevet o sevel,
Hag e delenn o son ar c’himiad diwezhañ.
Kan war un ton nevez
O Breizh, a-raok ez tilezan,
Va c’halon baour a rank rannañ,
Va glac’har ’rank kanañ.
A-raok kuitaat bro va c’havell
E rankan e-kreiz an avel
Garm ’vel un tamm bugel.
Na ouelit ket, va daoulagad,
Ma welin sklêr, ma welin mat
Breizh ouzhin o pellaat ;
Ma kargin va sell da viken
Gant holl gaerder va enezenn
Koant ’vel ur berlezenn.
Ken’vo dit, bro va c’hendadoù,
Lec’h en deus gwad glan hon sudoù
Ruilhet a-boulladoù.
Ken’vo deoc’h, menezioù laouen,
Koadoù don ’lec’h ma an’vezen
Pep hent ha pep gwezenn.
Ken’vo, traoniennoù huñvreüs,
Pourrajennoù gwechall eürus,
Bremañ noazh ha kañvus.
Ken’vo, holl zudi va c’halon,
Korn Baradoz prennet ouzhin* [ouzhon]
Gant dorn kriz ar Saozon !
Pleget hon eus dirak ar Red,
Met en hon c’hreiz ’chomo bepred
Eñvor don o zorfed.
Tra ma vo un hanter gleze
’Tre hon daouarn, ’c’hall ar re-se
Krenañ c’hoazh marteze.
Forzh a begeit, ni ’c’hall donet
War hon c’hiz, evel leoned
Ha n’int ket peurdaonet.
Ni ’z-a kuit ; re all a zeuio,
Hag hon gouenn-dud a zistroio,
Saozon, en ho proioù.
Ken’vo, Breizh-Veur, ken’vo, Saozon,
Ken e klevfoc’h, ’kreiz ho spouron,
Korn-boud Breizhiz o son.
Ha te, hanter gleze torret,
Ren bremañ pobl ar Vretoned
Da lec’h e rank monet !
Ar Barzh Meur a davas, hag ur pezh youc’hadenn
A strinkas galloudek a greiz kalon pep den,
Ken e roas an aod penn-da-benn ur respont
Ha meur a Saoz war-dro a grenas gant ar spont.
Merc’hed ha bugale a sec’has o daeroù ;
Hag al listri kerkent, digor o askelloù,
Avel Breizh o c’hwezhañ e displeg o gouelioù,
Al lannoù o verviñ eonus ’drek o seulioù,
A gemeras o hent war-zu an dian’vez.
Ur bagad laboused en em lakaas ivez,
Gouelaned, brini-mor, evned gwenn, glas ha brizh,
D’ober ur pennadig ambroug d’ar zivroiz.
Klevet a ris sonioù telenn ha kaniri,
Hag a yae, ’n ur bellaat, war-gresk o c’hoantiri ;
Hag a oa ken klemmus ha ken kuñv war un dro,
Ma tave, d’o selaou, ar mor e vouezh c’harv.
A-dammoù ’voe kollet al listri er vougenn,
Ha bepred ar morc’hwezh a zalc’he da zougen
Betek va divskouarn sonioù dous o vervel,
Ken e voent, trouz ha tud, gwintet gant an avel.
Al laboused a ve distro ’n un nijadenn ;
Nemet ar Vreizhiz paour na zistrojent biken !

Tu lis un texte qui a été écrit en breton, alors n’oublie pas que la littérature bretonne est comme toutes les autres : elle a son propre génie et son propre goût.
Ceux-ci peuvent être très différents de ceux (français, anglais…) dont tu as été imprégné à l’école. La littérature bretonne doit-elle être tenue en piètre estime pour cette raison ?
Aussi, rappelle-toi combien il peut être vain de comparer une littérature à une autre. Prends les textes comme ils sont, bonne lecture, et profites-en bien !
Une idée ? N’hésite PAS à me contacter, quelle qu’elle soit. Bien que je ne sois pas wonderwoman (et qui sait après tout ?), tu pourrais être surpris.e.
Les textes ci-dessus sont tous dans le domaine public selon la loi française (70 ans à compter de la mort de l’auteur), mais fais attention car d’autres lois peuvent étendre le délai de protection.
Sens-toi libre d’utiliser les textes pour quelque fin que ce soit, mais mentionne ce site, s’il te plaît ! Bien sûr, je remercie tous ceux qui me rapportent les erreurs et les imprécisions qui peuvent se glisser.