Marv Taliesin

97 👁 0 ★
Hag e voen adarre kaset, n’ouzon penaos,
Dre un hent hag a yae treuz-didreuz ’kreiz an noz,
Ken ’erruis dirak melezour don ur stêr
Hag, ennañ skeudennet, un ti balan dister.

En-dro d’an ti balan ha dre-holl war ar vro
Ne vije ken gwelet nemet koadoù derv,
Gwez bras o tigeriñ o bodoù frank en aer,
’Vel ilizioù uhel war bilieroù pounner.
Daou zen, unan manac’h, hag egile Breizhad,
’Oa azezet dirak an ti war ur bank koad,
Dilavar, o sellet ouzh an heol o kuzhañ.

Ar manac’h a zeuas da sevel en e za
’N ur lâret :
                    « Poan eo din, mignon, da’z tilezel ;
Rak an noz a dosta, an heol a zo izel,
Va menec’h ’c’hall bezañ nec’het ouzh va gortoz. »
« - Chom ur pennadig c’hoazh e-tal da vignon kozh,
Gweltaz, chom da welet Taliesin o vervel. »
« - Petra ’lârez ? »
                            « - E teuy an Aotroù da’m gervel
’Raok ma vo diskennet an heol-se ’barzh ar mor.
’Vit ur wech, da venec’h a vorailho an nor,
Hag ael ar Manati ’ziwallo mat an’e
E-pad ma tiwalli tremenvan va ene. »
« - Te ne teus koulskoude na kozhni na kleñved ? »
« - Nann, met va zad Oniz, en noz-mañ, ’meus klevet,
Hag en deus lâret din ’weljen ket un noz all ;
Eneoù va zud kozh a glevan o krozal,
’Vel avel mizioù du o c’hwentat del melen.
Va mignon kaezh Gweltaz, degas din va zelenn
Hag ar gorzennig ler ’zo n’he c’hichen a-skourr,
Pa n’on ken ’vit fiñval nag evit ’n em sikour. »

Ar manac’h a lammas en ti, ha berr-ha-berr
A ginnigas dezhañ telenn ha korzenn ler.
Taliesin a grogas en delenn da gentañ :

« - Setu amañ, ’mezañ, ar vignonez koantañ
’N em gavet war va hent ab’oe m’on er vuhez :
Roet he deus bet din holl c’halloud ur roue,
Dre vroioù ar C’huzh-Heol, e-touez an holl Varzhed ;
Ganti em eus kanet, ha gouelet, ha c’hoarzhet ;
Ganti ’n hini ’meus bet nerzh a-walc’h da sammañ
Ar c’haletañ bec’hioù ’ve douget er bed-mañ,
Da c’houzañv c’hwerventez an divro, an anken,
Ha kement poan a zebr e-kuzh kalon an den ;
Dreist-holl ab’oe ma teus, va mestr ha va mignon,
Desket de’i al lezenn ’garantez ha pardon.
Un dra zo koulskoude, er gorzenn a zougez,
Hag en deus evidon brasoc’h talvoudegezh
Eget an delenn aour deut din a-berzh va zad. »

Ha, tapet ar gorzenn ouzh daouarn an abad,
E tiskouezas dezhañ un hanter gleze dir :

    « Hemañ, ’mezañ, a vo test diwezhañ ar gwir
A zalc’h en Enez-Veur pep Breizhad forbanet ;
An hanter gleze all e Tramor zo manet,
Hag, an deiz ’n em gavfont adjuntret adarre,
An deiz-se ar Saozon ’vo bec’h war o gorre.
Hemañ zo bet gwalc’het ha badezet e gwad
An diwezhañ Brennin kouezhet ’vit e vroad.
Rak-se e rank, evit ma pado e gentel,
Tremen a rumm da rumm evel un dra santel.
Me ’meus bet an enor d’e virout betek-henn ;
Dre gomz, dre gan, dre son, ’meus graet ur brezegenn
’Vit na varvo biken e-touez an Arvoriz
Soñj ar gerentiaj o deus gant Breizh-Meuriz,
Nag eñvor an holl wad skuilhet gant ar Saozon.
    « Fin zo din da ganañ ha da’m zelenn da son ;
Evel dour ar Blawezh tost da vont er mor bras,
’Vel an Heol o vont kuit ’drek ar menezioù glas,
Me ’gousko hepdale em gwele diwezhañ.
Met, a-benn ma’z in-me dinec’h da ziskuizhañ,
Eo ret din kaout un all da gemer diganin
Ar garg enor am boe deus kleze ar Brennin,
Ha n’an’vezan hini kenkoulz ha te, Gweltaz. »

O klevet kement-se, ar Manac’h a spontas :

« - Petra, ’mezañ, din-me ’n hini ’fell dit lezel,
D’un abostol a beoc’h, ur seurt benveg brezel ?
Diouzhtu gant va Doue e vefen milliget. »
« - Nann, va mignon Gweltaz, milliget ne vi ket :
Pezh a ginnigan dit n’eo ket evit skuilh gwad,
Met evit derc’hel bev e kalon pep Breizhad
Eñvor ar boan o deus gouzañvet e dud kozh
War zouar Iwerzhon, Bro-Gymru ha Bro-Skos,
Eñvor ar verzherien hag an dud vat marv
O klask difenn gwirioù ha frankizioù o bro ;
Evit, pa ’n em gavo un tu bennak er bed
Bugale ar ouenn-dud dispar ha dibabet,
Keltied o anv, ’n em an’vezfont breudeur
Dre juntroù ar c’hleze daoudammet e Breizh-Veur.
Piv a zalc’ho gwelloc’h ar soñjoù-se er vro
’Vit na ri-te, beleg ha Barzh Meur war un dro ?
Deus, kemer va c’hleze hag ivez va zelenn,
Ha ro din, va mignon, raktal an absolvenn ;
Emañ karr an Ankoù aze deus va gedal. »
« - Mat ! va mignon karet, kae dinec’h d’ar bed all,
Kae, meulet gant an dud, pardonet gant Doue,
Da ziskuizhañ ’vit mat e-kreiz ar gwir Vuhez !
Dre garantez ’vidout hag evit va breudeur,
Me ’zalc’ho, tra vin bev, hanter gleze Breizh-Veur ;
Diwall a rin, dreist-holl, bugale an Arvor
Da goll ouzh o bro gozh ar soñj hag an eñvor. »
« - Trugarez dit, Gweltaz ! Disammet eo va c’hreiz.
Kenavo er bed all, hag hir vuhez da Vreizh ! »

Hag ar Barzh, o vezañ unanet evel-se
Er memes dorn telenn, ha kredenn, ha kleze,
A z-eas kuit digant e vignon daoulinet,
Kuit war-zu Paradoz eürus ar Vretoned.

Tu lis un texte qui a été écrit en breton, alors n’oublie pas que la littérature bretonne est comme toutes les autres : elle a son propre génie et son propre goût.

Ceux-ci peuvent être très différents de ceux (français, anglais…) dont tu as été imprégné à l’école. La littérature bretonne doit-elle être tenue en piètre estime pour cette raison ?

Aussi, rappelle-toi combien il peut être vain de comparer une littérature à une autre. Prends les textes comme ils sont, bonne lecture, et profites-en bien !

Une idée ? N’hésite PAS à me contacter, quelle qu’elle soit. Bien que je ne sois pas wonderwoman (et qui sait après tout ?), tu pourrais être surpris.e.
Les textes ci-dessus sont tous dans le domaine public selon la loi française (70 ans à compter de la mort de l’auteur), mais fais attention car d’autres lois peuvent étendre le délai de protection.
Sens-toi libre d’utiliser les textes pour quelque fin que ce soit, mais mentionne ce site, s’il te plaît ! Bien sûr, je remercie tous ceux qui me rapportent les erreurs et les imprécisions qui peuvent se glisser.
HAUT