Bugaleaj Breizh

123 👁 0 ★
    O bugaleaj Breizh, bloavezhioù alaouret !
An dudi zo ennoc’h n’oufe den lavaret :[1]
C’hwi eo ar begad mel a ro Doue d’an den
A-raok ma ve kaset dindan ar blanedenn,
Ar c’hoarzhadennig heol a zeu ’raok an arnev,
Ar bara gwenn debret a-raok ar baourentez.
    ’Forzh pegen fall an den ha ’forzh pegen berrwel,
Un tu bennak, e deun ar soñjezonoù pell,
Ma ’neus bevet e Breizh e vloavezhioù kentañ,[2]
E tarzh ur sklêrijenn sav-heol deus ar c’hoantañ,
Hag e wel o tispak ’diabarzh e spered
Taolennoù dudius an amzer dremenet.
    An ti ’oa bihanik ha teñval marteze ;
Met un dremm venniget az ae dre an ti-se
’N ur deurel war bep tra sklêrder he lagad glas,
Dremm ur vamm garantek aet ac’hane, siwazh !
    Hag e-maez, pegen frank, pegen don an dremmwel !
Penn-da-benn, a bep tu, keit ha ma tec’h ar sell,[3]
Parkeier gwer ha ruz, edoù gwenn ha melen ;
Koadoù pin, ’lec’h ma kan noz-deiz, ’vel un delenn,
Mouezh klemmus an avel, ma lârfec’h un ene
Oc’h ober pinijenn war gribenn ar menez ;
Reier mil bloazioù zo ’n o sav e lein ar roz,[4]
’Vel soudarded dispont o tiwall o bro gozh ;
Gwaremm ha balaneg sammet a vleunioù aour,[5]
Lanneier noazh o reiñ peuriñ da vuoc’h ar paour ;
Saonioù o tregerniñ gant blejadeg raouiet
Ar c’holeoù lorc’hus stok ar geot ’n o bruched ;
Ha du-hont, ’lec’h ma kuzh an oabl en ur vougenn,[6]
Burzhud ar mor divent o ruilhal e wagenn.
    Ur plijadur hep par ’vije, dre bep amzer,
Klevout an eostig-bailh, an tad moualc’h, ar mesaer,
Pep hini gant e son pa zeue e vare,
Hag an holl laboused, kerkent hag ar beure,
O kinnig mesk-ha-mesk o bennozh d’ar C’hrouer ;[7]
Ha dreist ar mouezhioù all mouezh galloudus ar c’houer,
Gwech-ha-gwech o c’hourdrouz anevaled gorrek,
Alies o kanañ ’n e yezh kaer brezhoneg.
    Pebezh aon a waske ar paotr ’n e wele-kloz
O soñjal e kleve skrij ar c’hwiteller-noz,
Pe gloc’hig an Ankoù o tiston er sioulder,
Pa ma teue a-daol da grenañ dre an aer
Garm ha youc’hadennoù mantrus ar c’haouenned,[8]
Ur marv tost bennak gante digemennet !
Ha pebezh stad ennañ, distroet ar beure,[9]
Oc’h en em gaout yac’h-pesk ha bev mat ’n e wele !
    Nag a redadegoù dindan an heol laouen,
’Kreiz ma taole ’r gwenan c’hwezh-vat o c’hanaouenn
Hag ar bleunioù spern-gwenn o dudi dre ar vro,
Hag e fraoñve dre-holl son ar c’hwiled-derv !
    Hag a skolioù laeret o chom da glask neizhioù,
Ma vije krenn ankouaet ar gêr hag ar predoù !
Nag a lammoù paket o klask pignat ar gwez,
Pe o klask galoupat ar c’hezeg ’n hir o moueñ* ! [moue]
Ha d’an noz, pebezh lorc’h o tont war-zu ar gêr
En ur heuilh an deñved, ar saout hag ar mesaer,
Hag en un dougen sonn, evel bannieloù ruz,
Briadoù lugernus o vokedoù burlu !

O bugaleaj Breizh, bloavezhioù alaouret,
Pellder ken c’hwek evel ur baradoz kollet !

Setu doare an dornskrid :

O bugaleaj Breizh, bloavezhioù alaouret !

Met c’hwi ne van netra ’n hoc’h eñvor, ’n ho spered,
Bugale baour savet gant Breizhiz er c’hêrioù,
Netra nemet noazhder skornet ar mogerioù,
Tud ha traoù dian’vez, un heol atav mouget
Dindan koabrennoù tev a boultrenn ha moged !



[1]Ds
An douster zo ennoc’h n’oufe den lavaret :
C’hwi eo ar begad mel ’ro Doue da bep den


[2]Ds Mar ’neus bevet e Breizh e devezhioù kentañ,


[3]Ds Penn-da-benn, a bep tu, keit ha ma tizh ar sell,


[4]Ds Reier tri mil bloaz zo en o sav e lein ar roz


[5]Ds Gwaremm ha balaneg karget a vleunioù aour,


[6]Ds
Ha du-hont, ’lec’h ma sav en oabl ur vougenn c’hlas,
Burzhud ar burzhudoù, dizolo ar mor bras !


[7]Ds O kanañ pep hini e damm gwerz d’ar C’hrouer ;


[8]Ds Garm ha youc’hadennoù skiltrus ar gaouenned,


[9]Ds Ha pebezh stad ennañ, pa zistroe an deiz,

Tu lis un texte qui a été écrit en breton, alors n’oublie pas que la littérature bretonne est comme toutes les autres : elle a son propre génie et son propre goût.

Ceux-ci peuvent être très différents de ceux (français, anglais…) dont tu as été imprégné à l’école. La littérature bretonne doit-elle être tenue en piètre estime pour cette raison ?

Aussi, rappelle-toi combien il peut être vain de comparer une littérature à une autre. Prends les textes comme ils sont, bonne lecture, et profites-en bien !

Une idée ? N’hésite PAS à me contacter, quelle qu’elle soit. Bien que je ne sois pas wonderwoman (et qui sait après tout ?), tu pourrais être surpris.e.
Les textes ci-dessus sont tous dans le domaine public selon la loi française (70 ans à compter de la mort de l’auteur), mais fais attention car d’autres lois peuvent étendre le délai de protection.
Sens-toi libre d’utiliser les textes pour quelque fin que ce soit, mais mentionne ce site, s’il te plaît ! Bien sûr, je remercie tous ceux qui me rapportent les erreurs et les imprécisions qui peuvent se glisser.
HAUT