Introibo

204 👁 1 ★
Henozh emañ pellgent an deiz kentañ eus ar bloaz,
an deiz kentañ eus ar bloaz mat ;
ra viro an Aotroù Doue maouez ha gwaz
diouzh anken ha kalonad.

A-hed an amzerioù tremenet pe da dremen,
ha koshoc’h e vezomp goude ur bloavezh all,
pirc’hirined dizesk ha dall,
mibien reuzeudik mab-den ?
Nann, ne goshaomp ket dre ma’z eomp war an oad.
Eus hon derou henañ da ziwezh hor buhez,
ez eomp war yaouankaat bemnoz ha bemdez,
e yaouankiz hon Tad.

Ganet ’omp er pellgent,
en draonienn zizudi, tud enni o kunudañ ;
hag edo kroget ar riell e skoasell an hent,
da bred hor ginivelezh, hor yaouankiz koshañ.
Hag edo skornet an avel war ar run,
pa ziskennas ar Vuhez da bokat deomp*, [dimp]
ha da luskellat hor c’hentañ hun,
e traonienn ar glebor hag ar frim ;
hag edo gurudet ar richodenn e gwaskedoù ar roz.
Hag astennet ar paour divouedet hag eog
war revenn wenn an noz,
en traoniennoù diog.

Henozh emañ ar bloaz nevez,
ar bloaz nevez o tigeriñ ;
ra viro Doue tud an ti
diouzh naon ha dienez.

Ganet ’omp e traonienn an hirnez,
e noz ar bloaz ma kroge ar yenijenn galetañ ;
pred hor ginivelezh eo hor c’hozhni goshañ,
hag e c’hoañvomp o c’hortoz yaouankiz an amzer-nevez.

Douget ’omp bet d’an iliz,
dalc’het ouzh badez gant Ael ar Blanedenn,
ha fiziolet gant an Anken,
da zerou hor yaouankiz.
Skuilhet eo bet war hon tal dour ar C’hlanidigezh,
siellet hon ene gant ardamez roueel ;
galvet ’omp bet d’ar velegiezh
en anv an Tad, ar Mab hag ar Spered Santel.

Bugel sioc’han, en da gozhni ganet,
Kerzh war-zu da yaouankiz tonket.

Henozh emañ pellgent ar c’halanna,
kalanna ar bloaz kristen ;
ra blijo gant Doue ho tiboaniañ
diouzh kalonad hag anken.

Diuzet ’omp bet a viskoazh da viken.
- Gwa ni ma vezemp bet dibarzhet en aner ! -
Kroaz hor Silvidigezh a zo roet deomp da zougen,
hag un oferenn da lavarout, - un oferenn bounner.

Introibo. Me a dostaio ouzh Doue, va levenez,
levenez va yaouankiz.
Ha n’eus den en iliz
da respont an oferenn nevez.
Ar gristenien ziwezhañ, sevenet oferenn o fellgent,
an eil war-lerc’h egile, a zo aet gant o hent.
Hag an iliz a zo chomet goullo, goullo,
evel skiant ur c’hlañvour o tremen en alfo*. [alvaon ?]

Ni a yelo davet Doue,
andon ar yaouankiz wirion ;

Dezhañ e taskorimp hor c’horf hag hon ene,
da vare an hinon.

Introibo. Ret eo lidañ hon oferenn zouarel
dindan doare an estrenvan,
hep skor na skoazell,
hon-unan, hon-unan.
Hag e rank pep oferenner kenderc’hel gant e oferenn,
direspont e bedennoù,
kerzhout en amzivin, dalc’het war e gomzoù,
aon gantañ lavarout un oferenn wenn ;
dre groazhentoù dic’houloù morzañ hep astal,
renet gant an Tonkadur,
anken evit hor mezur,
a-hed hon hent, war-zu ar pal.
Ha bemdez e tostaomp, ha diri ha diri,
e pignomp d’an aoter savet e diwezh hon hentad,
pirc’hirined sammet gant doan hag ambloari,
divi kent hor c’himiad.
Hag e sevenomp arnodenn an douar,
pirc’hirined dizesk,
divi hag ampalvar,
hon nerzh gourel aet da hesk ;
hag e pignomp divi ha blin,
strebot e kement lindag,
pistig e kement tag,
ha gloaz e kement atahin.

Bemdez avat, ha bemnoz e vezo distrujet
hor c’hozhni zouarel hag al levezonoù aner,
hor yaouankiz hepken a vezo aotreet
da dostaat ouzh an aoter.
Bemdez e pellaomp diouzh traonienn ar gortoz,
war-zu annez an hoal-vat ;
ha bemdez ha bemnoz
ez a hor yaouankiz war yaouankaat.

E-doug ma savont eus traonienn ar pened,
e pign da Zoue kan ar birc’hirined :

Gwelout a reomp o tigeriñ
an deiz kentañ eus ar bloaz ;
ne vezo mui na doan nag anoaz,
nemet levenez en hon ti.

Pa vezimp degouezhet, simidi zoueel,
war run an heol,
e vezo enaouet e pep tu d’hon aoter, evit hor gouel,
ar steredegoù holl.
Enaouet e vezo ar steredegoù
en Iliz divolz ha dic’hourin,
ha Mab Doue E-unan a responto d’ar gorreoù,
hon oferenn anterin.

Tad,
setu ho kig, setu ho kwad.

Hag endra ma vezimp degemeret e-metoù ar C’hoskor,
eus run an heol e savo ar bangor :

Hiziv emañ an deiz kentañ eus ar bloaz mat,
derou hor yaouankiz divarvel.
Ne vezo nag anken na kalonad
en Tad, er Mab, hag er Spered Santel.

Tu lis un texte qui a été écrit en breton, alors n’oublie pas que la littérature bretonne est comme toutes les autres : elle a son propre génie et son propre goût.

Ceux-ci peuvent être très différents de ceux (français, anglais…) dont tu as été imprégné à l’école. La littérature bretonne doit-elle être tenue en piètre estime pour cette raison ?

Aussi, rappelle-toi combien il peut être vain de comparer une littérature à une autre. Prends les textes comme ils sont, bonne lecture, et profites-en bien !

Une idée ? N’hésite PAS à me contacter, quelle qu’elle soit. Bien que je ne sois pas wonderwoman (et qui sait après tout ?), tu pourrais être surpris.e.
Les textes ci-dessus sont tous dans le domaine public selon la loi française (70 ans à compter de la mort de l’auteur), mais fais attention car d’autres lois peuvent étendre le délai de protection.
Sens-toi libre d’utiliser les textes pour quelque fin que ce soit, mais mentionne ce site, s’il te plaît ! Bien sûr, je remercie tous ceux qui me rapportent les erreurs et les imprécisions qui peuvent se glisser.
HAUT