Gallout a rez dibab meur a dra war Skedus : penaos e vez diskouezet al lec’hienn, reolennoù ar c’hoari ha stumm an damer. Bez ez eus 1000 kenaozad hag ouzhpenn !
Chom hep aon, ha klik du-mañ du-hont betek ma kavez ar pezh a blij dit. M’ec’h eus krouet ur c’hont e vo laket da zibaboù war ar roll, hag o c’havout a ri a-nevez ar wech ziwezhañ ma’z en em gevrei.
doare al lec’hienn
Gallout a rez dibab amañ drekleur, livioù ha nodrezh pennañ al lec’hienn. Diweredekaet eo dodenn al lec’hienn mar tibabez ar stumm geek.
stumm al lec’hienn
Gallout a rez dibab amañ penaos e vo prientet al lec’hienn (blokoù, lañserioù, boutonoù…). An hevelep dodenn a c’hell neuze en em ziskouezañ e meur a zoare. * Lagadennoù zo a-fell. Rontaat a ra an tres, ha dousoc’h ez eo an doare. * Klasel zo eus ar furañ a-dra-sur : laket eo pep tra en e renk. * Geek zo heñvel ouzh al lañser BIOS (daoust ma sell ivez ouzh ar re n’int ket urzhiataerourien). Diweredekaat a ra dodenn al lec’hienn hag hini an damer. * Dallijenn a lak da vezañ treuzwelus un tammig, nemet e c’heller c’hoazh gwelout ar boutonoù. * Dilec’hiet a dorr skoueradur ar boutonoù. * Gadal a lak ar ribloù da vrallañ mui pe vui. Ne zibab ket ar stumm-se m’ec’h eus droug-mor !
nodrezh
Gallout a rez dibab amañ nodrezh an testennoù ma fell dit e lakaat plijusoc’h. Gwir eo ma c’hellfe padañ al lennadur, hogen testennoù zo na zlefent ket bezañ lennet ken buan ha tra, marteze.
drekleur
Liv an drekleur evit ar c’hoari hag an testennoù eo. Ma kavez diaes lenn war ar bajenn lenn, eilpennet a ziluzio ar gudenn
niver a jokerioù
Pa rez tro wenn e vez laosket ur joker evit ma kendalc’hi gant an taol. Mar tibabez : * diouzh ret e vo roet dit kement jokerioù hag ez po ezhomm anezho. * bevennet e vo roet dit ur joker evit dek goulenn nemetken. * askargadus ez po ur joker ouzhpenn bewech ma responti dek gwech lerc’h-war-lerc’h hep en em faziañ. * the roulette option, you will have one in two chance of getting a joker. Bezet pe vezet e vo kontet dit ar jokerioù a zo bet ret, ha ganto e vo kontet da boentoù m’ec’h eus dibabet lakaat da daolioù-kaer war ar roll. * Mar tibabez joker ebet e vo difennet dit en em faziañ. Ma kemmez an dibab e vo adkroget gant ar c’hoari, mard eus unan.
padventañ
Padventet e vo ar c’hoari ma tibabez gweredek, ha ne vo ket mar tibabez diweredek Diwall en degouezh-se : laket e c’hell bezañ da daolioù war ar roll hep ma c’hell bezañ kontet da boentoù. Ma kemmez an dibab e vo adkroget gant ar c’hoari, mard eus unan.
kevrin
M’eo gweredek kevrin, unan eus an tri respont a vezo kuzhet. Ma kavez direizh an daou all, klik neuze… ha gwelout a ri ma’z out reizh ! Ma kemmez an dibab e vo adkroget gant ar c’hoari, mard eus unan.
hent
Gallout a rez dibab amañ penaos e redi a respont da respont betek ma kavi an hini reizh : * dargouezhek a lak ar respontoù evel ma teuont war an damer. * kenstroll a lak ar respontoù kichen-ha-kichen war an hevelep linenn. * distroll a lak ar respontoù dargouezhek war an hevelep linenn. Ma kemmez an dibab e vo adkroget gant ar c’hoari, mard eus unan.
dodenn an arlunioù
Dodenn an arlunioù eo. N’eo ket diskouezet dodenn an damer m’ec’h eus dibabet liezek, nemeto pe dargouezhek evel dodenn an damer. N’eo ket mar tibabez ar stumm geek.
gweread an arlunioù
Gallout a rez dibab amañ penaos e vez diskouezet arlunioù an damer. An hevelep dodenn a c’hell neuze en em ziskouezañ e meur a zoare. * Teñval ne ziskouez nemet arlunioù du. * Gourizet a ziweredeka dodenn an damer, ha ne ziskouez nemet arlunioù goullo, gourizet en o zro. * Liezek zo a-fell, ha diskouez a ra kement arlunioù disheñvel hag eo ret evit leuniañ an damer. * Livet a ziweredeka dodenn an damer, ha ne ziskouez nemet arlunioù livet. * A-skin zo evel livet, hogen gant treuzkemmoù dous hag a ro da grediñ ez eus un dorgenn. * Treuzwel ne ziskouez… netra. * Dargouezhek a ziskouez arlunioù eus an dibaboù diaraok evel ma teuont. * Nemeto a ziskouez an hevelep arlun a-hed an damer betek ma kavez ar respont reizh. A-ziforc’h eo diskwel an damer pa vez geek stumm al lec’hienn.