Amañ war Skedus e c’hellez deskiñ meur a c’her e meur a yezh gant dudi ouzhpenn... N’ec’h eus ’met da c’hoari ! Kavout a ri amañ penaos ez a Skedus da dizhout e bal. Ma fell dit lenn hiroc’h a-zivout ar raktres Skedus e-unan, sell AMAÑ.
c’hoari ha deskiñ
Ur gwir c’hoari sirius eo Skedus : amañ e kaver fent hag e tesker an holl war un dro, hep ma vo ret dibab etre an daou. Gallout a rez mont war-gresk a-zivout : 1° ar yezhioù : skañvoc’h eo deskiñ anezho, yezhioù bev koulz ha yezhioù distank, kozh pe vihan a niver. 2° an eñvor : Skedus a ro ar respontoù a-raok ma vint goulennet, dre-se e c’hellez kemerout an amzer a zo ret dit evit deskiñ anezho. 3° an ampartiz : Skedus a ro (ma fell dit) da lakaat da boentoù war ar roll, evit ma weli penaos ez ez war-gresk, ha c’hoari ouzh tud all zoken. Da bep hini e hent hag e bal, gallout a rez neuze kemmañ ar reolennoù. Gallout a rez ober truch zoken ! Ouzhpenn-se, war Skedus e c’hellez dibab pezh a blij dit ar muiañ e-touez milieroù a genaozadoù.
Goulenn n°2 : Penaos e vez laket le sac à main e(n) alamaneg ?
JOKET EBET C’HOAZH
deomp de’i !
N’eo ket diaes, kregiñ gant un taol war Skedus ! N’ec’h eus ’met da zibab : Gallout a rez mont da c’hoari gant pemp klik ha nebeutoc’h eget ur vunutenn.
N’ec’h eus nemet mont war ar bajenn c’hoari gant gerioù, ha dibab :
1° div yezh (an eil evit ar goulennoù hag an eben evit ar respontoù, daoust ma c’helli eilpennañ anezho diwezhatoc’h) saozneg, alamaneg, brezhoneg, galleg, rusianeg, latineg.
2° un dodenn eus ul listenn a sell ouzh an holl roadennoù a gaver evit an div yezh ec’h eus dibabet. An niver etre krommelloù a ro an niver a roadennoù.
3° ul live (evit an niver a c’houlennoù) : 10 da nebeutañ ha 80 d’ar muiañ. M’ec’h eus dibabet lakaat da boentoù war ar roll, seul vrasoc’h al live, seul vuioc’h a boentoù.
Kemeromp galleg evel yezh kentañ, brezhoneg evel eil yezh ha karbedoù evel dodenn, da skouer.
Dibabet ec’h eus galleg evel yezh kentañ.
Dibabet ec’h eus brezhoneg evel eil yezh.
Dibabet ec’h eus korf an den evel dodenn.
Dibabet ec’h eus 20 evel live.
Ac’hanta, deomp de’i ! Roet eo neuze an holl c’herioù a vo goulennet diganit. Evel-se e c’helli kemerout an amzer a vo ret evit deskiñ anezho.
Chom hep aon ma n’out ket sonn war da zivesker a-raok mont da c’hoari : gallout a rez ober truch… pa’z eo ret nemetken, evel just ! Lakomp e pleustrez !
You are now given the words :
QUESTIONS | ANSWERS |
la voiture | ar kc'harr |
l'hélicoptère | ar bviñsaskell |
le bulldozer | an tourter |
le vaisseau | al lestr |
la carriole | ar kgariolenn |
le radeau | ar radell (f.) |
... | ... |
Dibaboù ouzhpenn zo. Gallout a rez :
1° kaout gerioù all
2° eilpennañ ar yezhioù (eus galleg/saozneg da saozneg/galleg da skouer)
3° meskañ ar gerioù (goulennet e vezint bep eil penn)
4° pe ober truch evel m’em eus lavaret.
Kontrol d’an dibaboù a gaver war ar bajenn war zibab, ne sellont an dibaboù-se nemet ouzh an taol war ober.
More options :
Mar tibabez ober truch, ne vo roet ar respont reizh nemet pa klikez evit-se.
Gallout a rez kemmañ ar reolennoù : dibab an niver a jokerioù, enaouiñ pe lazhañ ar padventañ ha talañ diouzh ar c’hevrin zoken… Displeget e vo an holl reolennoù-se un tammig pelloc’h.
Gant ar c’hlik diwezhañ e vo kroget gant an taol. Arloet e vo da genaozadoù ha da zibaboù evit ma vo graet ar goulennoù evel m’eo bet fellet dit.
Deomp de’i !
penaos e teu a-benn d’e daol ?
Bewech m’eo graet ur goulenn, tri respont zo tennet eus al listenn, ha ret eo dit dibab unan anezho… nemet e c’hellez en em faziañ !
En degouezh-se, laosket eo ur joker evit ma c’hellez dibab ur respont all. En nec’h a-zehou e kavi an niver a jokerioù a zo bet ret.
N’eo ket an niver a respontoù reizh a dalv, met an niver a jokerioù hag an amzer a zo ret dit evit tizhout da bal.
Seul nebeutoc’h ec’h eus ezhomm a jokerioù hag a amzer, seul vuioc’h ec’h anavezez mat ar gerioù ec’h eus desket.
Goulenn n°7 : Penaos e vez laket la voiture e(n) brezhoneg ?
ONLY ONE JOKER USED
Memes tra, roet eo an disoc’h kerkent ha ma’z eo echu gant ar c’hoari : an niver a jokerioù hag an amzer a zo bet ret (mard eo bet fellet dit), hag ar goulennoù e c’hellez mont war wellaat en o goude.
Gourc’hemennoù !
Ret eo bet dit 1569.16 segondenn evit mont betek penn.
Kollet ec’h eus 7 joker.
Tro wenn ec’h eus graet evit ar goulennoù-se :
- la voiture a vez laket ar kc'harr e(n) brezhoneg.
- le tandem a vez laket an ambilher (m.) e(n) brezhoneg.
- le tire-fesses a vez laket ar fun-revr (m.) e(n) brezhoneg.
A-hent-all e c’hellez kemmañ ar reolennoù p’ech eus ezhomm :
1° Gallout a rez dibab an niver a jokerioù. Diouzh ret zo a-fell, hogen gallout a rez bevenniñ an niver (10 joker / goulenn), adtapout unan ec’h eus laosket, c’hoari ur joker gant ar roulette ha c’hoari hep joker ebet zoken.
niver a jokerioù
Taol evezh daoust da se : m’eo bevennet an niver a jokerioù, ha ma’z en em gavez berr deus outo, gallout a rez… koll.
Ket ! Kollet ec’h eus..
Tro wenn ec’h eus graet evit ar goulennoù-se :
- la voiture a vez laket ar kc'harr e(n) brezhoneg.
2° Gallout a rez diweredekaat da vat ar padventañ, ma fell dit mont war da gamm.
padventañ
3° Dibab kevrin m’ec’h eus c’hoant pebrañ ar c’hoari. Unan eus an tri respont a vo kuzhet diganit. Ma kavez direizh an daou all, klik neuze… ha gwelout a ri ma’z out reizh.
kevrin
4° Hent a lak penaos e redi a respont da respont betek ma kavi an hini reizh.
Kenstroll a lak ar respontoù kichen-ha-kichen war an hevelep linenn. E welet ec’h eus er skouerioù diaraok.
Kenstroll a lak ar respontoù kichen-ha-kichen war an hevelep linenn.
Dargouezhek a lak ar respontoù evel ma teuont war an damer. Seul vrasoc’h e vo da boentoù.
hent
eus an dibab…
Deskidi a zo aet war-gresk ha mailhed a c’hell c’hoari gant testennoù eus ar vravañ lennegezh. Labourat a reomp gant an testennoù-se kammed-ha-kammed, kazi ger-ha-ger, evit ma vo aes o c’hompren. A-walc’h eo pevar klik ha nebeutoc’h eget ur munutenn evit kregiñ gant un taol.
Deus war ar bajenn c’hoari gant testennoù, ha dibab :
1° Div yezh, an eil evit an destenn hag an eben evit an troidigezhioù (evel just, n’helli ket eilpennañ an div yezh-se diwezhatoc’h). Roet eo ar yezhioù-se : brezhoneg, saozneg, galleg.
2° Ur stumm eus al listenn a sell ouzh an holl roadennoù a zo gant an div yezh ec’h eus dibabet. Amañ da skouer brezhoneg evel yezh an destenn, galleg evel yezh an troidigezhioù ha barzhoneg evel stumm.
Dibabet ec’h eus brezhoneg evel yezh an destenn.
Dibabet ec’h eus galleg evel yezh an troidigezhioù.
Dibabet ec’h eus barzhoneg evel stumm.
Roet eo bremañ war ar roll an testennoù holl a denn da’z c’hoantoù, hag evit pep hini : hec’h anv, he leor (mard eus unan), hec’h aozer, he bloaz hag he bro.
Malmanche, Tanguy | 1950 | |
(de acte I ) | (1885-1953) | Bretagne |
Le Bayon, Joseph | 1924 | |
(de acte II ) | (1876-1935) | Bretagne |
Da gentañ eo roet dit an destenn a-bezh, evit ma lenni anezhi gant aket bras. Ma ne gomprenez ket an holl, n’eus forzh : pelloc’h e vo roet dit an troidigezhioù a vo goulennet diganit. Koulskoude, gwell eo ganit meizañ irienn an destenn a-raok respont : a-wechoù ez eo ar respont reizh e dalc’h an irienn-se !
An Antekrist
AR BREUR YANN
Setu amañ, tad, ar pezh am eus kavet. Elohim, pa’z eo ul liester, a c’hallfe bezañ an Dreinded. Neuze avat an den graet diouzh he skeudenn n’eo ket e tri person, a gement a oufen.
AR PRIOL
Aon am eus, va mab, n’ho pije ket lennet ar gwersed 27 gant daoulagad ar feiz.
AR BREUR YANN
Koulskoude, tad, n’eo ket gant ar feiz, gant ar grammel avat eo e vez graet an eksegesis. Neuze ’ta an droidigezh ger-evit-ger a zo evel-henn : Doue, liester, rak-se boud muiedik, a grouas an den, liester, rak-se an holl dud, diouzh E skeudenn ; o c’hrouiñ a reas gwaz ha maouez. « Gwaz ha maouez », taolit evezh, unander : rak-se, hini-ha-hini.
AR PRIOL
Ar skrid a zo sklaer a gav din : « An dud » a zo ar gwaz hag ar vaouez.
AR BREUR YANN
Evel-se, Doue a grouas ar gwaz hag ar vaouez, gwaz ha maouez.
AR PRIOL
Na diot eo kement-se !
AR BREUR YANN
Ar Skritur sakr eo. Hag o vezañ ma’z eo krouet an dud kentañ, gwaz ha maouez, diouzh skeudenn Doue, kement-se a ziskouez anat ez eo Doue, liester, gwaz ha maouez. Hogen Doue a zo unan. Ergo, bez’ e oant divreizhek.
AR PRIOL
An den divreizhek ! Doue, gwaz ha maouez ! Pe vlasfem eo hennezh ? Ha c’hwi a gredfe pretantiñ ez eus gant Doue, evel gant an den, kevrennoù mezhus ?
AR BREUR YANN
Ket, dre ma’z eo ur spered glan. Met pa lavarer : Doue a grou gant netra, daoust ha se ne dalv ket e tenn ganadur dioutañ e-unan, e-giz e ra al lili ? Ha n’eo ket al lili ar gwir c’hlander ?
AR PRIOL en ur sevel e zivskoaz
Lili ? Bleunioù ! Petra ’virfe ar burtul ? Ar burtul ivez a zo divreizhek.
AR BREUR YANN
Bezet ! Kement hini a vez buhez ennañ a zo bet krouet divreizhek, diouzh skeudenn Doue.
AR PRIOL
Tavit, va mab, tavit war se ! Kouezhañ a rit er fazi hag er falz-kredenn. Meur a hini a zo bet barnet d’an tan, ha n’o doa lavaret muioc’h. Ho tigareziñ a ran evelato. Re start e labourit. Faezh eo ho spered gant ar studi. Ret eo deoc’h diskuizhañ, va mab. Mont a ra war-zu an nor, ar Vibl gantañ.
AR BREUR YANN
Kas a rit ar Vibl ganeoc’h ?
AR PRIOL
A ran sur, pa n’ouzoc’h he lenn. (...)
AR BREUR YANN er-maez e vez klevet taolioù teñval.
Pe drouz eo hennezh ? Tachañ un arched pa rafed... Treiñ a ra, ha neuze e wel ez eo bet dallet ar prenestr, eus an diavaez, gant ur stalaf goad, enni un moan a doull-sklaeradur heskennet e doare ur groaz. Eus ar goueled e teu mouezhioù o tibunañ pedenn an anaon. Hastañ a ra d’an nor : morailhet eo hi. Klask a ra digeriñ an drafig ; serret eo hennezh eus an diavaez. Argilañ a ra ; du-fall eo anezhi bremañ.
MOUEZH AR PRIOL o c’hourganañ
Et requiescat in pace...
MOUEZHIOU AR VENEC’H
Amen !
Ar gouel a ziskenn goustadig.
Dibaboù ouzhpenn zo. Gallout a rez :
1° kaout un destenn all
2° lenn un nebeud gerioù a-ziwar-benn an aozer
3° kaout an troidigezhioù a vo goulennet diganit
4° meskañ ar goulennoù (graet e vint bep eil penn).
pe 5° ober truch evel just !
More options :
Tanguy Malmanche est l’un des plus grands écrivains bretons. Ses chefs d’œuvre sont des pièces de théâtre comme Gurvan, ar marc’heg estrañjour (1922), ar Baganiz (1931) et an Antekrist (1950).
Tanguy Malmanche reprend à son compte le fantastique breton de son enfance pour lui donner une profondeur insondable, mais très humaine, où l’auteur et le lecteur se croisent de page en page.
Bremañ, dibab ul live evit an niver a c’houlennoù. dibab an holl evit an holl roadennoù eus an hevelep testenn.
Dibabet ec’h eus 20 evel live.
Aet ’out da c’hoari… Ret eo dibab etre tri respont, n’eo reizh nemet unan hepken anezho. Krontol d’ar pezh a c’hoarvez pa c’hoariez gant gerioù, n’eus joker ebet ma rez tro wenn. M’ec’h eus graet tro wenn, roet e vo ar respont reizh gant ar goulennoù da heul.
Ket, ar pezh am eus kavet a vez troet ce que j’ai trouvé e galleg.
Comment dirais-tu neuze avat en francais ?
ONLY ONE JOKER USED
Setu amañ, tad, ar pezh am eus kavet. Elohim, pa’z eo ul liester, a c’hallfe bezañ an Dreinded. Neuze avat an den graet diouzh he skeudenn n’eo ket e tri person, a gement a oufen.
AR PRIOL
Aon am eus, va mab, n’ho pije ket lennet ar gwersed 27 gant daoulagad ar feiz.
mont pelloc’h c’hoazh
Gallout a rez krouiñ ur c’hont hag en em gevreañ evit lakaat da boentoù war ar roll. Adkavout a ri anezho war ar bajenn gourc’hoù, renket e vint diouzh ar yezhioù ha diouzh an dodenn.
M’ec’h eus dija dibabet div yezh hag un dodenn, echu eo gant un taol da skouer, a-fell e vint-i, ha dre-se e c’helli lakaat ur sell ouzh da boentoù gant ur c’hlik hepken.
GALLEG kenevebet ouzh BREZHONEG evit an dodenn KARBEDOU
GALLEG kevenebet ouzh ALAMANEG evit an dodenn GERIOU-BENVEG
Ar grafik a ro dit da sellout penaos ez ez war gresk. Gallout a rez lakaat war ar roll betek an 12 taolioù diwezhañ evit an hevelep yezh hag an hevelep dodenn. Miret eo da boentoù gwellañ n’eus fozh pet taol a zo.
41.81 | 41.69 | ||||
37.08 | 37.59 | ||||
36.10 | |||||
34.32 | |||||
Kontet eo da boentoù diouzh an niver a jokerioù / goulenn, diouzh an amzer / goulenn ha diouzh al live (seul vrasoc’h al live, seul vuioc’h a boentoù). Muioc’h a boentoù zo ma tibabez :
1° an niver a jokerioù bevennet pe askargadus, pe muioc’h c’hoazh roulette pe joker ebet.
2° gweredekaat ar c’hevrin.
3° an hent dargouezhek.
4° meskañ ar goulennoù.
An taolioù kaset da benn ha didruch a zo graet van nemeto.
Gallout a rez lakaat da c’hourc’hoù e berr ma sellez ouzh da geitadoù. Reiñ a ra :
1° an niver a daolioù a zo bet laket war ar roll
2° an niver a jokerioù / goulenn
3° an amzer / goulenn
4° al live
5° ar poentoù
Laket e vo ar c’heitadoù-se keñver-ha-keñver ouzh da boentoù gwellañ. Dalc’homp soñj ma chomint war ar roll n’eus forzh pet taol a zo.
M’ec’h eus diabet enrolladur foran e c’hellez lakaat da geitadoù keñver-ha-keñver ouzh re an dud all.
Ma tibabez enrolladur foran e c’hoariez gant tud all. Chom krog-ha-krog outo betek ma’z ay ar maout ganit !
treiñ Skedus diouzh da c’hoant
War Skedus e c’hellez kemmañ an doare, ha laket em eus an noz da astenn an deiz evit kinnig dit ur gwir a zibab. N’hellan ket daskor da vlaz… war glask ez an, koulskoude. Evit-se, a-walc’h eo mont war ar bajenn war zibab. Da gentañ e c’hellez kemmañ al lec’hienn hec’h-unan. Goude-se e c’hellez kemmañ an damer ivez.
Miret e vo da zibaboù ma’z out kevreet. Dre-se e c’helli o c’havout a-nevez ar wech ziwezhañ ma c’hoarii war Skedus !
Ar gwellañ gant ar bajenn-mañ eo (gortozet em eus evit e ginnig deoc’h). Un druez e ve chom hep tennañ e blijadur deus outañ !
Dodenn al lec’hienn zo enni dibaboù grafikel a sell diouzh al lec’hienn en he fezh. An dibaboù-se zo :
1° al livioù, pep dodenn zo tri liv enni.
2° an drekleur, ar skeudenn a vez diskouezet a-dreñv d’an danvez.
3° nodrezh pennañ al lec’hienn evit anv al lec’hienn, ar meuziad merdeiñ hag anv ar meuziadoù all.
doare al lec’hienn
Ar stumm a ro dit da zibab penaos e vo prientet al lec’hienn (blokoù, lañserioù, boutonoù…). An hevelep dodenn a c’hell neuze en em ziskouezañ e meur a zoare.
Ar stummoù bouilh (a-fell), dallijenn, dilec’hiet ha gadal a gemm doare al lec’hienn dre zegouezh (kogn, dallijenn, troiadur…).
Dezhañ e-unan eo ar stumm geek : diweredekaat a ra meur a zibab.
stumm al lec’hienn
Dodenn an arlunioù a ro dit da gemmañ… dodenn an arlunioù.
Gwelet hon eus dija an dodennoù krennamzer, tud ha kegin er skouerioù diaraok. Kemeromp amañ da skouer an dodennoù anevaled, teknik ha mor :
dodenn an arlunioù
Gweread an arlunioù a ro dit da zibab penaos e vez diskouezet an arlunioù war an damer. En o lec’h e c’hellez lakaat un dra all pe… netra ’n holl zoken.
gweread an arlunioù
dargouezhek :
gourizet :
colored (front) :
colored (back) :
nemeto :
teñval :
treuzwelus :
Dibar eo un nebeud gwereadoù : sellout a reont ouzh al livioù koulz hag an tremen troad-ouzh-troad eus ul liv betek unan all.
a-skin gourizet :
a-skin kreizet :
An Drekleur a ro dit da zibab penaos e vez diskouezet drekleur an damer, da skouer. An drekleur livet a c’hell bezañ laket en e lec’h un dra all pe… netra ’n holl zoken.
grid background
gourizet :
treuzwelus :
teñval :
eilpennet :
Dibar eo un nebeud drekleurioù : sellout a reont ouzh al livioù koulz hag an tremen troad-ouzh-troad eus ul liv betek unan all.
An drekleurioù-se a zere dreist-holl pa vez dargouezhek gweread an arlunioù.
a-skin gourizet :
a-skin kreizet :
treilh :
A-fell en em geita ment an damer diouzh da skramm. Ma’z eo a-zerc’h tu an damer, a-blom e vo anezhañ. Ma’z eo a-zremm tu an damer, a-blaen e vo anezhañ (amañ e-keñver).
Daoust da se, talvoudus eo keita ment an damer da-unan ma’z eo dibar da skramm, pe m’ec’h eus ezhommoù dibar (ma’z out berrwel da skouer).
Mod-se, gwell e vefe ganit krouiñ ur c’hont. Miret e vefe da zibaboù war ar roll, hag o c’havout a rafes a-nevez ar wech ziwezhañ m’en defes en em gevreet.
Mod all, gwell eo lezel ment an damer evel ma’z eo.
ment an damer