Ai ’ta, me zo Audrey !
Ur c’hoari all nemeti ? Geo, muioc’h eget ur c’hoari all eo, koulskoude… Da gentañ penn, n’eo ket ken sirius ha tra ar c’hoari-se, daoust ma ro dit da zeskiñ gerioù a-listennad, hep ober van ! Gallout a rez gwelout penaos ez ez war-raok gant grafikoù, stadegoù zoken… Fell dit lenn hiroc’h a-zivout Skedus ? Amañ eo !
Piv ’on ?
Stlennourez ’on em micher, evit un ti-klañv, hag entanet ’on ivez gant ar yezhioù. Setu perak Skedus zo, an holl war un dro, un dae bras da dalañ[, kalz a gudenn da ziskoulmañ], un tarzh laouenidigezh ha perak pas, piv a oar, tud da gavout zoken.
Ne werzhan-me roadennoù ebet, ne zebran cookies ebet kennebeut, ha biken ne vint goulennet diganit. Fellout a ra din ma chomo « graet er gêr » ar meuzioù holl, c’hwezh ar voged a ve ganto… 'Hann-se e c’hellez reiñ din alioù, hogen bez war evezh : o selaou a rin marteze, mat pe get !
Emaon o chom e Breizh, ar rannvro geltiek ha varzhus eus Bro-C’hall. Peogwir ez eo he yezh war var da vougañ, tener-kenañ eo va c’halon ouzh difenn ar yezhioù bihan a niver.
Petra eo Skedus ?
Fellet eo bet bin ma vo Skedus… pezh a vefe fellet din e vefe, ha pa ne vefe ket bet me en defe savet anezhañ. Evel just, bec’h zo gant an hini he deus c’hoant gouzout pezh a vefe fellet dezhi ma… ! Setu perak em eus graet gant ar skiant vat kement ha ma c’hellen.
Da gentañ penn, fellet eo bet din ma vo Skedus talvoudus, hag ober evel ma vefen-me unan eus an deskerezed. Ha n’eo ket ken diaes ha tra e gwirionez, peogwir ez on-me un deskerez. Da skouer, war va meno ez eo un druez goulenn hep reiñ ar respontoù da zeskiñ a-ziagent.
Da c’houde eo bet fellet din ma vo Skedus pleustrek, ha graet em eus evel ma vefen-me unan eus ar c’hoarierien. C’hoazh ur wech, n’en em gaven ket ken berr ha tra : en ti-klañv e-lec’h ma labouran, kalz implijourerien (doktored ha… me en o zouez zoken) n’int ket en o aes gant binvioù urzhiataerezh zo.
A-benn ar fin eo bet fellet din ma vo Skedus bourrus. Ha luziet-holl eo bet an dra. En arvar em eus laket war zibab ar pezh holl pe dost a c’hellen. Klasket em eus lakaat pep tra en e lec’h, hogen penaos gouzout pelec’h edo ? War ar blazoù hag al livioù e c’hellez en em glemm.
Reiñ an dorn ?
Un tammig barrek ’on e diorren, pezh a ro din an tu da lakaat Skedus war wellaat. Anat eo koulskoude ma ne c’hellan ket sevel an holl va-unan. Evel just e c’hellan ivez fiziout e tud all evit o labour a-youl-vat. Trugarez-bras c’hoazh ur wech d’ar skipailh eus Game Icons evit an arlunioù a vez diskouezet a-hed an damer. N’eo ket a-walc’h bep tro, daoust da se.
Da skouer, ret eo din lakaat al lec’hienn war ur servijer, daoust ma n’eo ket roet din evit netra. Goustad eo ar servijer ? Divalav ez a en-dro ? Sac’hadennoù zo gant Skedus ? C’hoarvezout a reont an draoù-se a-wechoù, pa n’eo ket a-walc’h pezh a c’hellan kinnig deoc’h.
...Hag evel m’em eus lavaret dit, ne werzhan-me roadennoù ebet. This means I obviously do not make turnover, gains or benefits of any kind. En ur ger, Skedus a za en-dro ivez peogwir e roez din pezh a lak anezhañ da vont en-dro. Evit-se, a-walc’h eo klikañ war al liamm amañ dindan :

N’hellez ket evit gwir ?
Ma n’eus gwenneg ebet ganit, pe ma ne fell ket dit (dre wir e vefe), bez meiz ennout ma c’hellez reiñ an dorn e meur a zoare all. Skedus en deus ezhomm skiantoù ha barregezhioù a bep seurt. Un dra ec’h eus da ginnig, moarvat ! Kavout a ri amañ dindan skouerioù a ziskouezo dit petra, marteze.
Ma kelennez yezhioù, ma’z anavezez tud o teskiñ anezho, bez hep aon ha lak Skedus da vout anavezet en o zouez. Muiañ keuneud, brasañ tandad !
Komz a rez meur a yezh ? Evel just e c’hellez kas din listennad gerioù evit reiñ danvez d’ar c’hoari. Evit c’hoazh, ne gavi war Skedus nemet yezhioù a gomzan-me mui-pe-vui, hogen gallout a rez reiñ danvez e yezhioù all ivez. Kavout a rafes neuze tro da lakaat anezho da vout aesoc’h da zeskiñ, evel m’em eus graet evit ar brezhoneg.
Mall zo warnout ? Da nebeutañ, kas ur postel evit ma demata, pe reiñ din pezh a soñjez, pezh a santez, pezh a gavez… pe get war Skedus. Sklêrijennañ a rafes ma hent.
berr-ha-berr
Da gentañ penn, ne soñjen ket e vefe roet da c’hoari gant muioc’h eget div yezh. C’hoant em boa neuze luskat ar brezhoneg e-touez ar re o teskiñ anezhañ.
C’hoant em boa koulskoude luskat ar c’hallegerien (a c’hallfe c’hoari galleg / brezhoneg pe vice-versa) kement hag ar saoznegerien (a c’hallfe c’hoari saozneg / brezhoneg pe vice-versa). Goude-se hepken ez eo deut war va gwel ma c’hellfent dre-se c’hoari galleg / saozneg (pe vice-versa)…
Pebezh souezhenn ! Mat, ne chome mui nemet hen ober, ha laket em eus ouzhpenn div yezh em boa desket er skol, alamaneg ha rusianeg (n’oa ket ken aes ha tra, dizesket em boa gant an amzer).
Evel just, n’oa ket meiz ennon eus ar bec’h en em gave dirazon, rak an hevelep ger a c’hell bezañ troet eus ar yezh A er yezh B, ha goude-se eus ar yezh B er yezh C, hep ma c’hell bezañ troet mat eus ar yezh A er yezh C. Aiou !
Goulennoù all ? Gra anezho hep aon. Respont a rin kerkent ha ma c’hellin. Ma kavez hir da amzer, bez dinec’h : n’out ket deut diwar va soñj. Ma seizh posubl a ran koulskoude, n’eus forzh pe posubl e vefe. C’hoant ec’h eus kregiñ gant un taol ? Poent bras eo hen ober !